Emgann Changde
Neuz
Emgann Changde (pe Emgann Changteh; sinaeg simplaet: 常德会战; sinaeg hengounel: 常德會戰; pinyin: Chángdé Huìzhàn) a oa bet un emgann pouezus e-kerzh an Eil brezel etre Sina ha Japan tro-dro kêr Changde (Changteh) e rannvro Hunan. E-kerzh an emgann, Lu Impalaeriezh Japan a oa bet oc'h implij armoù kimiek e-leizh.
Pal argadenn ar Japaniz ne oa ket aloubiñ kêr met drastañ Arme Broadel Reveulzier Sina er rannvro ha herzel anezho da sikour Kampagn Birmania. Padet e oa etre miz Du ha miz Kerzu 1943.