Emgann Altsasu
Neuz
emgann Altsasu
Rann eus | Kentañ brezel ar garlouriezh |
---|---|
Stad | Spagn |
Lec'h | Altsasu |
Daveennoù douaroniel | 42°53′43″N 2°10′8″W |
Deiziad | 22 Ebr 1834 |
Perzhiad | Carlist army, Christinos |
Emgann Alsasu, pe Emgann Altsasua, pe la Acción de la Venta, zo un emgann a c'hoarvezas en Altsasu (proviñs Nafarroa, Euskal Herria) d'an 22 a viz Ebrel 1834, e-kerzh Kentañ brezel ar garlouriezh.
Ar jeneral Tomás de Zumalacárregui a oa e penn arme ar karlouriezh garlourien a zistrujas kirri ur charreadeg hag a oa dindan urzhioù ar jeneral Vicente Genaro de Quesada, hag a oa o vont eus Vitoria-Gasteiz da Iruñea, e kêr Altsasu[1] Kalz a frankizourien a voe gloazet ha kalz prizonidi a voe graet gant Zumalacárregui[1].
Sevel a reas Zumalacárregui ar Guías de Navarra gant darn eus e brizonidi, eus La Mancha, proviñs Valencia, Andalouzia ha lec'hioù all. Roet e voe dezho dibab : stourm gant ar garlourien pe bezañ fuzuilhet.