Elisabeth von Hessen-Darmstadt
- Ur pennad Elisabeth von Hessen zo ivez.
Elisabeth von Hessen-Darmstadt, pe Elizaveta Feodorovna (d'ar 1añ a viz Du 1864 e Darmstadt - d'an 18 a viz Gouere 1918, en Alapaievsk) a oa priñsez Hessen-Darmstadt ha dugez-veur eus ar familh Romanov dre he dimeziñ gant an dug-meur Sergey Aleksandrovitch Romanov, mab da Aleksandr II ha da Varia Aleksandrovna.
Familh ha bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Elisabeth a oa eil merc'h da Ludwig IV Hessen-Darmstadt ha da briñsez Alice Breizh-Veur, merc'h da Victoria, rouanez Breizh-Veur. He c'hoar Alix a zeuas da vezañ Impalaerez Rusia goude m'he doa dimezet gant Nikolaz II e miz Du 1894. He c'hoar henañ, Viktoria, a oa dimezet gant Ludwig Battenberg hag a oa mamm-gozh da bried ar rouanez Elesbed II. He c'hoar all, Irena von Hessen-Darmstadt, a oa dimezet gant Heinrich von Preußen, mab da Frederig III. Daou vreur he doa, Ernst Ludwig, dug Hessen, ha Friedrich, marvet en abeg d'an hemophilia e 1873, pa oa tri bloaz.
E 1878 he doa kollet he mamm hag he c'hoar yaouankañ, Marie, abalamour d'an diphteria. An holl dud eus he familh a oa tapet gant ar c'hleñved e miz Du 1878, estreget Ella. Dimeziñ a reas he zad gant Alexandrine von Hutten-Czapska, hag ar merc'hed, Ella hag Alix a veze desavet gant o mamm-gozh Victoria en Osburne House. A-vihanik e oa ar c'hoarezed levezonet gant ar relijion ha skoazellañ a raent o mamm, hag honnezh a oa madoberourez anavezet ha karet gant an dud. Anvet e oa bet Elisabeth en enor Santez Elisabeth Thüringen, lakaet da santez abalamour ma rae vad d'ar re baour.
Er bloavezhioù 1878-1881 e rae ar priñs Gwilherm al lez dezhi hag e seblante e felle dezhañ dimeziñ gant ar briñsez, met Elisabeth ne oa ket plijet gant ar soñj-mañ. Ur priñs all hag a c'halle dimeziñ ganti a oa Friedrich von Baden.
Dugez veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 3 (15) a viz Mezheven 1884 e timezas Elisabeth gant an dug meur Sergey Aleksandrovitch Romanov en iliz-veur a zo e Palez Goañv e Sant-Petersbourg, hag e teuas da vezañ dugez veur Impalaerezh Rusia. Cheñchet e oa e anv Elisabeth von Hessen-Darmstadt evit Elisaveta Feodorovna, evel ma veze cheñchet d'an holl briñsezed a zimeze gant an duged veur. Ereudet e oa gant ur beleg ortodoks hag ul lid luteriek a oa aozet goude, peogwir e oa chomet protestantez betek 1891. Ne oa ket gwreg an hêr hag evel-se ne ranke ket cheñch he relijion.
Dilojañ a reas daou bried d'ur palez e Nevskiy Prospekt, Palez Beloselskiy-Belozerskiy, anvet goude Sergievskiy. Ur palez all o doa en Ilyinskoye, e-lec'h ma oa savet un ospital hag e veze aozet foarioù evit ar goueriaded.
Deskiñ a reas Elizaveta Feodorovna rusianeg mat, ha gallout a rae komz hep pouez-mouezh. Plijout a rae dezhi mont d'an oferennoù ortodoks daoust dezhi bezañ protestantez. E 1888 ez eas Elizaveta Feodorovna hag he gwaz d'an Douar Santel. E 1891 e teuas da vezañ ortodoksez, en desped d'e dad a soñje dezhañ ne oa ket reizh d'e verc'h cheñch relijion, hag unan gwir, hervezañ. Skrivet he doa dezhañ: "Soñjal a raen bepred, lenn a raen, pediñ a raen Doue - evit ma vefe diskouezet din un hent reizh - ha komprenet em eus e c'hallfen kavout ur feiz gwir ha kreñv, hag a rank an den kaout evit bezañ ur c'hristen mat, nemet er relijion-mañ".
Evel gwreg jeneral-gouarnour Moskou he doa aozet e 1892 ur gevredigezh evit skoazellañ "bugale ar mammoù paour, ganet hervez al lezenn, met kaset e Ti an Emzivaded e Moskoù, hep kaout gwir da ober se zoken, evel ar vastarded". Seurt kevredigezhioù a oa aozet en holl barrezioù Moskoù hag en holl gêrioù goubernia Voskoù. Ouzhpenn-se e oa Elizaveta Feodorovna e penn Poellgor ar Groaz Ruz.
A-drugarez dezhi ha d'he gwaz e c'halle an dug meur Nikolaz Aleksandrovitch chom e darempred gant ar briñsez Alix pa ne oa ket c'hoazh e dud plijet gant e c'hoant da zimeziñ ganti. Ha goude, p'he doa he c'hoar kalz douetañs pa ranke cheñch he relijion evel gwreg an hêr hag Impalaerez Rusia da zont, he doa skoazellet Elizaveta Feodorovna anezhi da ober he menoz.
An dugez veur a oa ul livourez donezonet. Treset he doa un emboltred e mod al livour Alfons Mucha, levezonet hag awenet gantañ, ha poltred he c'hoar Aleksandra Feodorovna, savet e 1897.
Elizaveta Feodorovna ha Sergey Aleksandrovitch n'o doa ket bugale, met desevel a raent bugale an dug meur Pavel Aleksandrovitch, Maria Pavlovna ha Dmitriy Pavlovitch. Mervel a reas o mamm e 1891 goude ma oa ganet Dmitriy, ha Pavel Aleksandrovitch en doa kavet ur vaouez all, dimezet er mare-se, Olga Paley. Honnezh he doa ganet dezhañ ur mab e 1897. N'en doa ket roet an impalaer e aotre dezhañ da zimeziñ gant Olga, p'he doa dilezet he gwaz, hag evel-se e oant dimezet e Livorno ha kuitaet Rusia, ha daou vugel an dug meur a oa chomet gant Elizaveta Feodorovna.
Pa oa kroget ar brezel etre Rusia ha Japan e 1904 e aozas Elizaveta Feodorovna ur poellgor ispisial evit skoazellañ ar soudarded.