Aleksandr II (Rusia)
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Ur pennad Aleksandr II zo ivez.

Aleksandr II (Александр II Николаевич, Aleksandr II Nikolayevitch e rusianeg) (1818-1881) a oa impalaer Rusia adal Meurzh 1855 betek an deiz ma voe muntret d'ar 1añ a viz Meurzh 1881 gant ar strollad sponterien anarkour Narodnaïa Volia. Roue Pologn ha dug-meur Finland e oa ivez.
Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimeziñ a reas d'ar briñsez alaman Marie von Hessen-Darmstadt, hag eizh bugel o doe, en o zouez Aleksandr III.