Elio Di Rupo
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Belgia |
| Anv e yezh-vamm an den | Elio Di Rupo |
| Anv-bihan | Elio |
| Anv-familh | Di Rupo |
| Deiziad ganedigezh | 18 Gou 1951 |
| Lec'h ganedigezh | Morlanwelz |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | chemist, politiker |
| Bet war ar studi e | University of Mons-Hainaut, University of Mons |
| Lec'h annez | Rannvro Brusel-Kêrbenn |
| Lec'h labour | Strossburi, Brusel |
| Affiliation string | Office of the Prime Minister of Belgium, Government |
| Strollad politikel | Strollad Sokialour |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh |
| Tuadur revel | heñvelrevelezh |
| Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2014, World Economic Forum Annual Meeting 2013 |
| Diellaouet gant | Institut Émile Vandervelde |
| Prizioù resevet | Knight Grand Cross of the Order of Leopold II, Knight of the Order of Leopold, Minister of State |
| Lec'hienn ofisiel | https://eliodirupo.be |

Elio Di Rupo (ganet d’an 18 a viz Mezheven1951 e Morlanwelz) a zo ur politikour eus Belgia, e penn ar Strollad Sokialour gallek (PS). Etre miz Kerzu 2011 ha miz Gwengolo 2014 eo bet Kentañ Ministr Belgia.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab da enbroidi eus Italia eo Elio Di Rupo. Mervel a reas e dad e 1952, pa ne oa nemet bloaz ha desavet e voe gant e vamm. Graet en deus studioù uhel ha tapet un doktorelezh war ar gimiezh e skol-veur Mons-Hainaut.
Er bloavezhioù 1980 e krogas e vuhez politikour, e-barzh ar Strollad Sokialour. E 1982 e voe dilennet da vaer e Mons. E 1987 e voe dilennet da gannad evit pastell-vro Mons hag e 1991 e voe dilennet da senedour. Etre 1992 ha 1994 e voe ministr an Deskadurezh ha ministr ar C'hleweled e Kumuniezh C'hall Belgia. E 1994 e voe anvet e gouarnamant kreiz Belgia, da ves-kentañ ministr.
E 1999 e teuas da vezañ prezidant ar PS. E penn gouarnamant Wallonia e voe e-pad un nebeud mizioù e 1999, hag adarre etre 2005 ha 2007. Strivet en deus da glask gwellaat skeudenn diavaez Strollad Sokialour Wallonia, a oa hini ur strollad bet breinet e-pad bloavezhioù gant aferioù arc’hant amsklaer. E miz Gouere 2007 e oa bet addilennet Di Rupo e penn ar Strollad Sokialour gant 89,5% eus ar mouezhioù[1].
Embannet en doa ent-foran, e 2001, e oa heñvelrevour[2].
Da-heul ar votadeg a oa bet e Mezheven 2010 evit dilenn kannaded Belgia, e oa bet gwelet evel unan eus an dud a c’hallje mont da gentañ ministr Belgia, dre ma oa bet tapet kalz mouezhioù gant ar Strollad Sokialour er Gumuniezh c’hallek. N’eo nemet e miz Kerzu 2011, goude 540 devezh a gaozeadennoù etre ar strolladoù, e oa bet kavet un emglev ha savet ur gouarnamant, harpet gant 6 strollad ha renet gant Elio Di Rupo.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Sellout ouzh La Libre Belgique 12/07/2007
- ↑ Sellout ouzh Le premier «coming out» public d'un homme politique e-barzh La Libre Belgique, 25/04/2001
