Eliezer Ben Yehouda

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Eliezer Ben Yehouda (hebraeg: אליעזר בן־יהודה‎‎; distaget [eli'ʕezeʁ ben jehu'da]; 7 Genver 1858 – 16 Kerzu 1922) a oa ur Yuzev a orin Lituanian, adsaver an hebraeg modern hag un embanner kelaouennoù. Bez' e voe sturier diazez azginivelezh ar yezh hebraek er bed modern.

Da dri bloaz e oa staget da zeskiñ hebraeg hag an Torah, evel ma oa ar c'hiz e reter Europa. Da zaouzek vloaz en devoa lennet bommoù eus an Torah, Mishna, hag an Talmud. E vamm hag e eontr o devoa c'hoantaet ma'z afe da rabbi ha kaset e voe neuze d'ur yeshiva. Eno e kejas gant mennozhiou ar Sklerijennoù, gant ul lodenn skridou lik. Galleg, rusianeg hag alamaneg a zeskas hag kaset e voe da Dürnaburg (eil ker vrasañ Estonia) evit donat e zeskadurezh. O lenn aketus ar gazetenn Hashahar e voe levezonet kalz gant an emsav sionour hag ar raktres da adsevel an hebraeg bev e bro Israel, lec'h bodañ holl yuzevien ar bed. Studiañ a reas istor ha politikerezh ar reter kreiz, er Sorbonne e Pariz. Ober anaoudegezh a reas gant ur yuzev all, hag e rejont an dibab d'ober gant an hebraeg evit kaozeal eus ar vuhez pemdeziek. Ur perzh a-bouez e voe warnañ. E 1881 ec'h eas Ben Yehouda da Balestina.

D'ar mare-se e oa renet Palestina gant an Impalaeriezh Otoman. Ober a reas e annez e Jeruzalem. E vennozh a oa adsevel hag adstaliañ ur vro bet kouezhet abaoe keid-all en he foull, ha troc'hañ gant ar boaz milvedel da vevañ atav en harlu e-mesk ar broadoù all. Kavout a reas ul labour kelenner en ur skol dalc'het gant an "Alliance Israelite Universelle". Ur yezh arnevez a oa da c'hoveliañ, evit distroadañ ar yidisheg, ur doare alamaneg mesket gant gerioù hebraeg.

Evit kas ar raktres da benn, hag evit respont d'ar mankoù geriaoueg e pouezas Ben-Yehuda war kuzul ar yezh Hebraek evit ma vefe "goveliet nevezc'herioù oc'h heuliañ hag o toujañ d'ar reolennoù yezhadur ha yezhoniezh hag heñvel ouzh ar gwriziou semitek, arameek ha dreist-holl ar re arabek".[1].

Ben Yehuda a voe dimezet div wech, da ziv c'hoar. E gentañ gwreg, Devora ganet Jonas, a varvas e 1891 gant an dorzhellegezh, o tileuskel anezhañ gant pemp bugel bihan. He het diwezhañ a oa e timezfe Eliezer gant he c'hoar yaouankañ, Paula Beila. Nebeut war-lerc'h marv e wreg Devora, tri deus e vugale a varvas da-heul gant an difteriezh e-korf dek devezh. 6 miz war-lerc'h e addimezas gant Paula, a dapas an anv hebraek Hemda. Hemda Ben Yehuda a zeuas da vezañ ur gazetennerez arbennig hag ur skrivagnerez dibar. Kendec'hel a reas gant labour aketus Elizer, goude e varv, da gas da benn al labour pinvidikaat ar geriaoueg. Kestal ha daspugn ac'hant a reas evit ar stourm hag ivez kehentiñ ar c'huzuliou studierien e Palestina hag en estrenvro.

Desevel a reas e vab penn-da-benn en hebraeg, hag e anvas : Ben Zion Ben Yehuda. Un dibab anv lorc'hus hag a dalvez "mab Zion". A-enep edo e vije mesket e vab gant yezhoù all, huchal a reas zoken ur wech war e wreg p'he doa kanet ul luskellerez dezhañ e rusianeg.

Un daouvil bennak eus ar geriou a voe savet gantañ n'emaint ket e-barzh geriaoueg an hebraegerien bremañ. Daoust da se ez eus kalz deus ar c'heriaoueg arveret bremañ a zo bet ijinet gantañ.

Evit al liammou yezhel graet gantañ war ar gwriziou heñvel etre an hebraeg hag an arabeg e vefe faziet Ben-Yehuda.

E Kerzu 1922 e varvas Ben-Yehuda gant an dorzhellegezh a c'houzañvas a-hed e vuhez ganti. Douaret e voe war Menez an Olivez e Jeruzalem, gant 30 000 a gañvourien. Treuzfurmet e voe e di en ur mirdi, hag en ul lec'h prezegennou. Adtapet e voe an ti gant un aozadur alaman evit diorren ar peoc'h : Action Reconciliation Service for Peace (ARSP). Aozet e vez stalioù-labour, kendiviziou, hag kenteliou Oulpan e kembraeg.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Joshua Blau, The Renaissance of Modern Hebrew and Modern Standard Arabic, 1981, p. 33