Ekologiezh don
Neuz
An ekologiezh don (saozneg deep ecology) a zo ur brederouriezh speredelezhel hag "holladouriezhel" a-ziwar an natur ma klask an dud bevañ en ur zoujañ outi. Ar mennozh zo unvaniñ ar soñjoù, ar fromoù, ar speredelezh hag an oberennoù.
An ekologiezh don a ya pelloc'h e brederennoù eget ar c'hudennoù lakaet war ar wel gant ar pep brasañ eus al luskadoù ekologel all (an diorren padus, merañ an endro h.a.), lakaet e vez ar pouez war plas mab-den e-touesk an natur hag ar spesiadoù all. Eus savboent ar skiant e ta an ekologiezh don eus martezeadenn Gaia.
Diazezet gant Arne Næss
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar prederour norvegiat Arne Næss (1912–2009) en doa degaset ar ger deep ecology e 1972 en e bennad "Shallow and the Deep" er gazetenn Inquiry (rummad "lennegezh predereriezhel").