Arne Næss

Eus Wikipedia
Arne Næss e 2003

Arne Dekke Eide Næss (27 Genver 191212 Genver 2009) a oa ur prederour norvegiat hag en deus savet an droienn "Ekologiezh don". Ur meizer a bouez eo e luskad ekologel an XXvet kantved[1].
Næss a veneg e voe levezonet gant levr Rachel Carson Silent Spring, skrivet e 1962, e-keñver e sell war an ekologiezh. Næss a genaoz e sell gant mennozhioù all, Gandhi hag an didaerded da skouer.

Dispartiañ a reas al luskad ekologel etre daou skourr, an deep ecology ("ekologiezh don") hag ar shallow ecology ("ekologiezh vas"). Dismeget e veze gantañ ar sell war an ekologiezh gant ar Stadoù hag a vez arveret d'ober aferioù argant. Soñjal a rae n'eo ket posubl difenn an ekologiezh hep lakaat ar pouez war ar liesseurted bevoniel, en ur anzav eo ret-holl bout e-dalc'h pep boudoù (struzhel ha loenel) an eil ouzh egile evit ma chomfe yac'h ar bed[2]. Neuze eo Næss un difenner kreñv evit ma chomfe ec'hon al lec'hioù gouez e pep bro, pe lakaat an dud da guitaat takadoù ar maezioù da leuskel ar vuhez ouez d'en em ziorren en-dro.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Krabbe, Erik C. (2010). "Arne Næss (1912–2009)". Argumentation 24 (4): 527–530. DOI:10.1007/s10503-010-9188-1
  2. Luke, Timothy W. (Mezheven 2002). "Deep ecology: Living as if nature mattered". Organization & Environment 15 (2): 178–186. DOI:10.1177/10826602015002005