Mont d’an endalc’had

Eil emgann aerborzh Donetsk

Eus Wikipedia
Eil emgann aerborzh Donetsk
emgann
Rann eusemgann aerborzh Donetsk Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
Lec'hDonetsk International Airport Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°4′25″N 37°44′23″E Kemmañ
Raklec'hiet gantkentañ emgann aerborzh Donetsk Kemmañ
Deiziad28 Gwe 2014 Kemmañ
Deiziad kregiñ28 Gwe 2014 Kemmañ
Deiziad echuiñ21 Gen 2015 Kemmañ
Deskrivet dreCyborgs: Heroes Never Die Kemmañ
Map

Eil emgann aerborzh Donetsk a oa c'hoarvezet etre nerzhioù lu Ukraina ha disrannourien Republik Pobl Donetsk harpet gant bagadoù soudarded eus Rusia e-kerzh Brezel an Donbas. Bez e oa bet un emgann a-raok e miz Mae 2014, hag aerborzh etrebroadel Donetsk a oa chomet e dalc'h Ukraina. En desped d'un arsav-brezel, Protokol Minsk, a dalveze abaoe ar 5 a viz Gwengolo 2014, ar stourm a oa adkroget etre an daou du d'an 28 a viz Gwengolo 2014.

Pa oa bet kroget an eil emgann, an aerborzh a oa lec'hiet etre al linennoù disrannour hag al linennoù ukrainat. Al lodenn diwezhañ eus kêr Donetsk e dalc'h Ukrainiz e oa. Ur stourm kalet a oa bet en aerborzh er bloavezh 2015, dreist-holl e miz Genver. D'an 21 a viz C'hwevrer, nerzhioù lu an DPR a oa deuet a-benn da doullañ linennoù difenn nerzhioù lu Ukraina en aerborzh. Ar peurrest eus an nerzhioù ukrainat a voe lazhet, rediet da gilañ pe prizoniet. Lesanvet e voe an emgann "Stalingrad Bihan".