Edmund Kirby Smith

Eus Wikipedia
Edmund Kirby Smith e-pad ar brezel diabarzh.

Edmund Kirby Smith, ganet d'ar 16 a viz Mae 1824 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Meurzh 1893, a oa un ofiser en United States Army hag en devoa brezeliet er Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet. Goude-se e oa bet gant nerzhioù Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad ar Brezel diabarzh stadunanat. E-pad kentañ mizioù ar brezel e voe lakaet da jeneral. Brudet mat eo evit bezañ bet penn an Trans-Mississippi Department goude kouezhadenn Vicksburg d'an Union Army.

Smith a oa bet gloazet e-kerzh Kentañ emgann Bull Run hag a voe kalonek e-pad an Heartland Offensive, un taol kleze en dour gant ar re Gengevreet evit aloubiñ Kentucky e 1862. Lakaet e oa bet e penn zonenn an Trans-Mississippi Department e miz Genver 1863. Eno e oa bet an darn vrasañ eus an emgannoù er reter d'ar Menezioù Roc'hellek hag er c'hornôg d'ar Mississippi. E 1863, Smith en doa kaset unvezioù lu evit sikour terriñ Seziz Vicksburg, en aner. Goude kouezhadenn Vicksburg a oa bet aloubet gant an Unaniezh e miz Gouhere, ar zonenn Trans-Mississippi a oa bet troc'het diouzh ar peurrest eus ar C'hengevread. Deuet e oa de facto da vezañ ur Stad emren, lesanvet 'Kirby Smithdom'. E-pad an Argadenn war Red River en hañv 1864, Smith a oa dindan urzhioù ar jeneral Richard Taylor hag e penn unvezioù hag a oa deuet a-benn da drec'hiñ war hollad nerzhioù an Union Army hag ar morlu renet gant Nathaniel P. Banks.

D'an 2 a viz Even 1865, Smith en devoa kodianet e Galveston, Texas, pa oa ar jeneral diwezhañ gant un nerzh lu kreñv er brezel diabarzh. Tec'het e oa buan da Vec'hiko ha goude-se da Guba evit chom hep bezañ harzet evel treitour. Deuet e oa e wreg a-benn da varc'hata e zistro pa oa bet embannet distaolioù gant ar gouarnamant kevredadel en eskemm ouzh ul le d'ar gouarnamant (oath of loyalty).