Mont d’an endalc’had

Egbert II Kent

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ecgberht II Kent)

Egbert II Kent pe Ecgberht II Kent a voe roue Kent asambles gant Heaberht eus 765 da 779. Anavezet eo dre gartaoù ha pezhioù moneiz hepken.

Da roue e vefe aet war-dro 665 war a seblant rak d'an ampoent-se e voe savet e garta kentañ. War dro an amzer-se e krogas Offa da ren Kent rak un nebeud kartaoù a sinas. Aotrouniezh Mercia he dije paouezet e 776 goude un emgann en Otford. Ne lâr ket ar C'hronik Angl-ha-Saoz piv a c'hounezas met ar fed ma chomas dizalc'h Kent un nebeud bloavezhioù goude-se a laka da soñjal e voe trec'h Egbert II.


En e raok:
Heaberht Kent
Roue Kent
War e lerc'h:
Ealhmund Kent