Ebba Stenbock
Ebba Gustavsdotter Stenbock (marvet e 1614, en Finland) a oa un itron svedat. Goude marv he fried Clas Eriksson Fleming (1530-1597), gouarnour Finland, e tifennas Ebba kastell Turku evit ar roue Sigismund III Vasa p'edo an dug Karl o klask kemer ar gurunenn.
Tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ebba Stenbock a oa merc'h d'ar riksråd Gustaf Olofsson Stenbock ha d'e bried Brita Eriksdotter Leijonhufvud. C'hoar e oa da rouanez Sveden, Katarina Stenbock (1535-1621), a oa trede pried ar roue Gustav Vasa (1496-1560). Nizez e oa d'ar rouanez Margareta Leijonhufvud, ha dre se keniterv d'he bugale, da lavarout eo d'an danvez rouaned Johan III ha Karl IX Sveden.
Dimezet e oa da Clas Eriksson Fleming (1530-1597), gouarnour Finland, en 1573.
Eured
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1573 e timezas da Clas Eriksson Fleming e ti he c'hoar, Katarina Stenbock, en Stockholm, ha gant he fried ez eas da Finland. Pevar bugel he doe : teir merc'h, Katarina, Hebla ha Margareta, hag ur mab, Johan Fleming. En 1594 e voe anvet he fried da c'houarnour Finland.
Brudet e oa Ebba Stenbock abalamour d'hec'h emzalc'h dispont dirak an Dug Karl. Pa grogas ar brezel diabarzh en 1595 etre Sigismund III Vasa hag e eontr Karl, a renas evel Karl IX, edo he fried e-touez harperien Sigismund III Vasa a-enep e eontr Karl. Derc'hel a reas proviñs Finland, e rouantelezh Sveden, a-enep an dug Karl.
En amzer-se e tarzhas Brezel ar Bizhier en Finland en 1596. En miz Ebrel 1597, lakaet fin da Vrezel ar Bizhier, hag o prientiñ stourm ouzh aloubadeg an Dug Karl, e varvas Fleming. War e lerc'h e voe anvet Arvid Stålarm ar Yaouankañ da c'houarnour. Met Ebba a gemeras penn ar stourm hag a reas he soñj kenderc'hel da zifenn kastell Turku diouzh arme an Dug Karl gant sikour daou ofiser. Prientiñ a reas ar seziz, en ur c'hortoz sikour digant ar roue Sigismund a oa e Pologn. E miz Eost 1597 e teuas an Dug Karl gant e arme da aloubiñ Finland. Kemer a reas Åland, a oa douar he c'hoar rouanez, Katarina Stenbock