Sigismund III Vasa
Sigismund III Vasa (e svedeg), pe Zygmunt III Waza e poloneg, pe Zigmantas Vaza e lituaneg (1566–1632), a oa ur priñs svedat dilennet da roue Pologn ha dug-meur Lituania e 1587.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa d'an 20 a viz Mezheven 1566 e kastell Gripsholm, e Sveden, ha mervel a reas e Varsovia d'an 19 a viz Ebrel 1632. Mab e oa da Yann III, roue Sveden, ha d'e bried kentañ Katarina Jagellonica, priñsez eus Pologn.
Pologn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dilennet e voe da roue Pologn ha da Zug-Meur Lituania, lakaet e penn Republik an Div Vroad eta, en 1587. Chom a reas e penn an div vro betek 1632.
Roue Sveden (1592- 1599)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas e dad, e 1592, e teuas da vezañ roue Sveden war un dro. Met ne oa ket prest ar vro brotestant da c'houzañv ur roue katolik, ha brezel-diabarzh a voe. E 1599 e voe ret dezhañ tec'hel eus Sveden, ha leuskel ar gurunenn gant e eontr Karl, a voe anvet da roue.
- Gwelout ar pennad Brezel a-enep Sigismund.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas, da ziv c'hoar
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp bugel gant Anna Aostria (1573-1598), met Vladislaus hepken ne varvas ket en bugel:
- Anna Maria (23 a viz Mae 1593 – 9 a viz C'hwevrer 1600)
- Catherine (19 a viz Ebrel 1594 – 16 a viz Mae 1594)
- Vladislaus (9 a viz Mezheven 1595 – 20 a viz Mae 1648), (roue etre 1632 ha 1648 gant an anv Władysław IV Waza Polonia)
- Catherine (27 a viz Gwengolo 1596 – 2 a viz Mezheven 1597)
- Christopher (10 a viz C'hwevrer 1598 – 10 a viz C'hwevrer 1598)
Bugale en doe gant Konstanza Aostria.
- Jan Kazimierz (1607-1608), marvet da ur bloaz,
- Jan II Kazimierz (1609-1672), panował w latach 1648-1668,
- Jan Albert Waza (1612-1634),
- Karol Ferdynand (1613-1655),
- Aleksander Karol Waza (1614-1634),
- Anna Konstancja (1616-1616), marvet en bugelig,
- Anna Katarzyna Konstancja (1619-1651).