Katarina Stenbock

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Katarina Stenbock, Rouanez Sveden.

Katarina Gustavsdotter Stenbock (1535-1621) a oa rouanez Sveden etre 1552 ha 1560 evel trede pried Gustav Vasa (1496-1560), roue Sveden.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Gustaf Olofsson Stenbock ha Brita Eriksdotter Leijonhufvud. C'hoar-gaer d'ar roue e oa he mamm, pa oa c'hoar d'e eil pried, Margareta Leijonhufvud. C'hoar e oa Katarina da Ebba Stenbock.

Prometet e oa dorn Katarina, 17 vloaz, pa daolas ar roue e c'hoant warni. Ret e oa terriñ ar promesa. Kuit e redas ar grennardenn da guzhat pa erruas ar roue emaner he zud. Hervez a voe kontet e komze alies eus he danvez-pried yaouank a-greiz he c'housk. Enebiñ ouzh an eured a reas an Iliz dre ma oa nizez da eil pried ar roue. Ar roue a respontas ne dalve reolennoù an Testamant Kozh nemet evit ar yuzevien.

Euredet e voent e miz Eost 1552. 17 vloaz e oa ar plac'h nevez, 56 vloaz an ozhac'h kozh, 39 bloaz koshoc'h egeti eta.

Eizh vloaz e padas o friedelezh, ha ne voe ket evurus. Intañvez e oa Katarina da 25 bloaz, ha ne addimezas ket.