Mont d’an endalc’had

Eanflæd

Eus Wikipedia

Eanflæd (626 – goude 685) pe Enfleda, a oa ur briñsez eus Deira, ha rouanez Northumbria. Mont a reas da abadez en abati Whitby, e Mercia.

Merc'h e oa d'ar roue Edwin Northumbria ha d'e bried Æthelburg. He mamm a oa merc'h d'ar roue Æthelberht Kent.

E 642, pe un tamm goude, e voe dimezet d'ar roue Oswiu Northumbria. Goude marv Oswiu e 670, en em dennas da abati Whitby a oa bet savet dindan Hilda Whitby. War-dro 680 e teuas Eanflæd da vezañ abadez betek he marv.

Ur c'hreñvlec'h kristen e oa an abati e Bro-Saoz.