Mont d’an endalc’had

Dúnedain

Eus Wikipedia

 

E bed Douar-ar-C'hreiz savet gant J. R. R. Tolkien eo an Dúnedain (/ˈduːnɛdaɪn/; ag an unander Dúnadan, "Den ar C'hornôg") a oa ur ouenn denel, anavezet ivez evel an Númenóreaned. Ar re a chomas bev goude beuzadenn o enez a zeuas d'en em staliañ en Arnor ha Gondor renet gant Elendil hag e vibien, Isildur hag Anárion.

Goude diskar Númenor e voe roet an anv Dúnedain d'an Númenóreaned a oa kar d'an elfed, hag ar re a oa a-enep a veze anvet an Númenóreaned Du.

Ar c'hederion e oa Dúnedain an Norzh (Arnor) hag ar Su (Ithilien, er Gondor) en Trede Oadvezh. Evel o hendadoù o devoa perzhioù mat heñvel ouzh an Elfed, en o zouez ar varregezh da veizañ yezhoù an evned hag al loened.[1] Poursuerion ha brezelerion e oant, ha gwardet e veze ganto al lec'hioù a-enep an nerzhioù teñval.

  1. Chance, Jane (2001). Lord of the Rings: The Mythology of Power. University Press of Kentucky. 39 p.