Dwayne Johnson

Eus Wikipedia
Dwayne Johnson e 2014 e Sydney.

Dwayne Douglas Johnson, ganet d'an 2 a viz Mae 1972, brudetoc'h dre e lesanv ring The Rock, zo un aktour, produer ha katchour stadunanat. Johnson a zo ganet en Hayward (Kalifornia). Dilojet e oa da Florida e 1989 hag eno e oa kroget gant ar vell-droad e skol-veur Miami. Gounezet en doa ar c'hampionad broadel gant ar skipailh-se e 1991. Soñjet en doa da gentañ mont gant hent ar vell-droad a vicher, a-benn ar fin Johnson a oa kroget gant ar gourdoniñ evel katchour e-pad an hañv 1995 goude bezañ gloazet don en e skoaz. Johnson a oa bet lakaet e anv evel unan eus ar c'hant den o deus ar muiañ a levezon dre ar bed er bloavezh 2016 gant ar gazetenn Time.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]