Mont d’an endalc’had

Dunod (sant)

Eus Wikipedia

Dunod a oa ur manac'h brezhon, abad e Bangor-is-y-Coed, ha sant e penn-kentañ ar VIIvet kantved.

Ar C'hembread nemetañ eo a zo meneget e anv en Historia ecclesiastica gentis Anglorum, levr Bede, evel perzhiad e bodadeg eskibien Kembre gant sant Eosten a Ganterbury en 'Augustine's Oak' (marteze Aust e Gloucestershire) war-dro 603.


Alies eo bet heñvelekaet ouzh Dunod Fawr, mab Pabo Post Prydain, ur roue brezhon eus an Hen Ogledd, tad da sant Deiniol, kentañ eskob Bangor. Diouzh gwelout an deiziadoù avat ne c'hall ket bezañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]