Dreistgwirioù

Eus Wikipedia
Privilegium imperatoris un dreistgwir (douaroù) roet gant Alfonso VII el Emperador, d'an Abad Willelmus evit krouiñ ur manati beneadat

An Dreistgwirioù pe leges privatae a oa un doare d'ober anv eus gwirioù ouzhpenn an noblañs, ar gloer, ar c'horfadoù-micher hag ar proviñsoù er Grennamzer hag en Amzerioù modern. Sañset e oe an dreistgwirioù da vezañ gwarantoù a-enep ar galloud roueel kement ha re an noblañsoù uhel. Pa oa un aotroou o kemer ur garg e oa rediet da douiñ e vefe doujet ha difennet gantañ an dreistgwirioù. Le ar Joyeuse Entrée gant Duged Brabant pe hini roueed Bro-C'hall a oa savet gant ul lodenn o touiñ e vefe difennet an dreistgwirioù.

Nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, Mirdi an Dispac'h Gall e Vizille

Difenn an dreistgwirioù a-enep dirollentezh ar galloud roueel a oa bet e-kreiz meur a emsav pobl pe noblañs pe dispac'hioù. Gallout a reer menegiñ al Ligue du Bien public er XVvet kantved, Emsav ar Comunidades e Kastilha ha Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz er XVIvet kantved pe ar Fronde er XVIIvet kantved.

Aozadur kevredigezh ar Renad kozh. An daou urzh Bellatores hag Oratores o doa dreistgwirioù.