Dreistbevouriezh

Dreistbevouriezh (saozneg: Survivalism) a vez graet eus luskadoù lies hiniennel pe a-stroll (lesanvet dreistbeverien pe preppers) hag a zo o fal en em brientiñ evit talañ ouzh trummadoù evel ar riskloù naturel, ar sponterezh, un dizurzh sokial pe politikel meur, gant ur skeuliad lec'hel pe etrebroadel. An termenoù saoz prepper pe prep a zo awenet gant ar ger prepare (prientiñ). An dreistbeverien en em brient en ur virout dafar mezegiezh, en ur c'hourdoniñ doare emzifenn pe dreistbevañ en natur. Ouzhpenn da-se e viront a-gostez miroù boued pe dour, gant ar pal bezañ emren. Ar re a ya ar pellañ gant ar mennad a sav bazennoù pe tiez emren, betek kreñvlec'hioù dindan zouar, a sikourfe anezho da zreistvevañ d'un enkadenn ramzel evel un dagadenn nukleel war o bro.
An termenadur dreistbevourien a oa bet implijet evit ar wech kentañ e 1976. An termenadurioù liammet gant an hini prepper a oa deuet da vezañ brudet er bloavezhioù 1990, awenet dreist-holl gant tagadennoù sponterezh evel re Ted Kaczynski pe Timothy McVeigh.
Dreistbeverien lies
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lies eo doareoù an dreistbeverien, kement-mañ a zo diazezet war peseurt riskloù eo ar re bouezusañ da dalañ hervezo.
Dreistbeverien milourel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar re vrudetañ eo an dreistbeverien milourel, ar bezennoù brogarourien stadunanat eo ar re a vez klevet ar muiañ kaoz anezho. Gant ur mennozh sevel strolladoù armet ha gourdonet mat, gant stumm ul lu vihan, an darn eus an dreistbeverien milourel a vez awenet gant ar pal talañ ouzh tagadenn o bro gant ul lu enebour, pe talañ ouzh ar sponterezh o tegas lamm d'o c'hevredigezh, pe c'hoazh talañ ouzh ur brezel diabarzh.
Kroget e oa bet gant ar skourr-se eus al lusk dreistbevourien er bloavezhioù 1950. Gant ar Brezel yen o sevel muioc'h-mui, gouarnamant Stadoù-Unanet Amerika a droas da enep komunour a-grenn o lakaat da sevel ur barrad aon e-touez ar bobl. Kalz tud a a grogas da gentañ gant prientiñ kreñvlec'hioù enep nukleel. Goude-se, gant ar riskl a vrezel nukleel o vont war sioulaat, e voe kroget gant lod d'en em brientiñ d'un dagadenn milourel prim. Gant an aon-se e voe roet nerzh da vezennoù brogarour prest da reiñ harp da lu SUA, pe d'an nebeutañ da zifenn o ziez.
Dreistbeverien hengounel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lod eus an dreistbeverien a zo mennet gant mennozh derc'hel d'an hengounioù kozh. E-touez ar re-se e kaver diskennidi ar Gozaked e Rusia pe Ukraina.
Dreistbeverien glas
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lod eus an dreistbeverien a zo tud hag a fell dezho bezañ tost ouzh an natur. Evito eo ar pal pennañ bevañ gant un doare kendeuziñ gant an natur.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dreistbevouriezh a zo bet hag a chom ur vammenn d'ar sevenadur. Adkemeret eo bet gant kalz stummoù disheñvel, filmoù stiradoù skinwel, bandennoù-treset hag abadennoù skinwel nepell 'zo.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tremors, gant Ron Underwood, 96 munutenn, 1990
Stiradoù skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Walking Dead, a gont istor ur strollad dreistbeverien a glask chom bev en ur bed distrujet gant un aloubadeg zombied.
Abadennoù skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Man vs. Wild (Ultimate Survival) : en abadenn e weler Bear Grylls laosket en natur dañjerus e-unan o klask distreiñ etrezek ar bed anneziet e-doug 7 pe 10 devezh, en ur implijout teknikoù an dreistbevouriezh.
- The Island, seuls au monde : en abadenn e vez gwelet daou strollad o klask dreistbevañ war enezeier, goude bezañ bet stummet gant Mike Horn, ur gourdoner d'an dreistbevouriezh hag ez-letanant e nerzhioù ispisial Suafrika.
Kelaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Survival, istitlet « Guide de survie en milieu hostile », kelaouenn nemetiñ savet e galleg
C'hoarioù video
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- State of Decay, c'hoari video 2013
- S.T.A.L.K.E.R
Tudennoù ijinet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Burt Gummer, tudenn bennañ bed ar filmoù Tremors, a zo un dreistbever enep komunour prientet da dalañ ouzh degouezh harzlammerien komunour war ar Stadoù-Unanet. A-benn ar fin en em gav o stourm a-enep anevaled skrijus. Gant fent e vez gwelet an dreistbeverien dre an dudenn.
- Jeremiah Johnson, tudenn bennañ ar film Jeremiah Johnson, un ez soudard a ya da draper er menezioù kollet.
- John Rambo, tudenn bennañ an heuliad filmoù Rambo. Un ez soudard stadunanat da vare brezel Vietnam gourdonet d'an dreistbevouriezh.
- Max Rockatansky, tudenn bennañ ar filmoù Mad Max