Survival (kelaouenn)
Neuz
Survival istitlet « guide de survie en milieu hostile », zo ur gelaouenn dreistbevouriezh gall. Ar c'hentañ kelaouenn e galleg eo o plediñ gant an dreistbevouriezh. Laurent Berrafato eo rener an embann. An embannadurioù Librairie le Hussard (Pariz) eo embanner ar gazetenn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet oa bet ar c'hentañ niverenn d'ar 1añ C'hwevrer 2016[1]. E miz Kerzu 2016 e tremen eus un embann trimiziek d'un embannadur daouviziek.
Sujedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lakaet e vez war-raok gwallzarvoudoù naturel pe greantel (Tchernobyl, Fukushima) evit diskouez n'eo ket dibad hon doare bevañ nag hon aozadur kevredigezh a-vremañ.
- Lakaet e vez war-raok dafar ha displeget penaos e implj (lampennoù, radioioù, seier kousket)
- Pennadoù war penaos gounit boued, pareañ tud hervez ar gloazadennoù.
- Ul lodenn istorel war dreistbeverien
Kenlabourerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lies eo kenlabourerien ar gelaouenn, hervez komzoù Laurent Berrafato e vez adkavet dreist-holl soudarded pe ez soudarded.