Mont d’an endalc’had

Doug Fargher

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Doug Faragher)

Douglas Crebbin Fargher, anavezet evel Doug Fargher e saozneg hag evel Doolish y Karagher e manaveg (1926-1987) zo ur yezhour eus Enez Vanav en deus labouret evit kas war-raok gouezeleg Manav. E labour anavezetañ eo e c'heriadur bras saozneg-manaveg, embannet e 1979.

Pa'z eas d'an arme en doe tro Doug Fargher da zaremprediñ kembraegerien ha diwar neuze e krogas da vezañ dedennet gant yezh e vro. Mont a reas e-barzh ar gevredigezh Yn Çheshaght Ghailckagh ("ar gevredigezh vanavek"). Goude bezañ tremenet bloavezhioù e Rodezia an Norzh (Zambia bremañ) e tistroas da Vanav e 1962. Eno e vevas e Purt Çhiarn, o labourat er Savlec'h Bevoniezh ar Mor. War e amzer vak e laboure evit ar manaveg. Sevel a rae pennadoù-skrid evit kazetennoù eus ar vro, ha gantañ e voe dibunet ar c'heleier kentañ e manaveg er radio[1].

Bez' e voe ivez e-touez an dud a savas ar gostezenn Mec Vannin e 1962, met er bloavezhioù 1970 e kuitaas ar strollad politikel-se, a oa o sevel a-du gant ur republik, ha ne bledas mui nemet gant ar yezh hag ar sevenadur.

E oberenn anavezetañ eo e c'heriadur bras saozneg-manaveg, frouezh ul labour hir adalek ar bloavezhioù 1950. Ur geriadur eus ar yezh a vremañ e oa, savet diwar skouer geriadur saozneg-iwerzhoneg Tomás de Bhaldraithe, evit modernaat ar geriadurioù koshoc'h a oa bet savet evit ar manaveg, gant Archibald Cregeen ha John Kneen. Embannet e voe an oberenn-se e 1979 ha kalz a reas evit lakaat ar manaveg da vastañ da ezhommoù geriañ ar vuhez vodern. Kalz labourioù all a sevenas c'hoazh, evel ur geriadur komzet, anvet Udin[2]