Douar Nutca

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Douar Nutca a voe danvez un tabut etre Spagn ha Breizh-Veur en XVIIIvet kantved

San Lorenzo de Nutca a oa anv ur vro a-hed aod kornok Norzhamerika, anezhi inizi Nutca, Quadra ha Vancouver, Flores ha re all eus Strizh-mor Georgia, hag ivez al Lower Mainland, er British Columbia, hag an hanter eus ar broviñs kanadian-se ; hag ouzhpenn stad Washington, ha stadoù Oregon, Idaho, izeldirioù Montana ha Wyoming e SUA. Gouarnet e oa adal kêr Vec'hiko eus 1789 betek 1795, pa voe lakaet e Besrouantelezh Spagn Nevez.

E 1789 e stagas ar Spagnoled, dindan Esteban José Martínez, da sevel Kreñvlec'h San Miguel e pleg-mor Nutca, en Enez Vancouver. Dalc'het e voe ar c'hreñvlec'h gant soudarded eus Katalonia adal 1791 betek 1795 pa voe dilezet.

Eno e voe degemeret ar beajour-tresour Sigismund Bacstrom gant pennoù ar c'hreñvlec'h e-pad un toullad mizioù en 1792-93.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]