Dornskrid Hendregadredd
Dornskrid Hendregadredd (Llawysgrif Hendregadredd e kembraeg) zo un dornskrid a voe aozet adalek 1282 betek diwezhatoc'h eget 1350. Un antologiezh eus barzhoniezh Beirdd y Tywysogion "Barzhed ar Briñsed" eo.
Kollet e voe e deroù an XIXvet kantved hag adkavet en un armel e 1910 en ur gambr dizimplij eus maner Hendregadredd e-kichen Porthmadog ; en un notenn ennañ, diwar zorn arc'hdiagon Merioneth, Richard Newcome (1779-1857), e lenner :
I have long been in possession of this Welsh MS. but forget where or how I obtained it.
"Pell eo bet an dornskrid kembraek-mañ em c'herz met ankouaet em eus pelec'h pe benaos em eus e c'hounezet."
E Levraoueg Vroadel Kembre (Llyfrgell Genedlaethol Cymru), en Aberystwyth, emañ hiziv, dindan an daveenn NLW MS 6680B.
Ar c'hoshañ testeni eo eus oberennoù ar Gogynfeirdd ("Ar warlerc'hidi), da lâret eo ar varzhed (feirdd) a zidue al lez etre an XIIvet kantved hag ar XIVvet kantved.
Diwezhatoc'h, goude 1382, e voe aozet an dornskid anvet Llyfr Coch Hergest "Levr Ruz Hergest", ma kaver ivez oberennoù ar Gogynfeirdd, ha skrid e komz-plaen ar Mabinogion.
En abati sistersian Ystrad Fflur e Ceredigion e voe aozet an dornskrid, da lavar ar braz eus an arbennigourion[1].
Nebeut goude ar bloaz 1282 e voe boulc'het al labour, gant ur skriver hepken – an dastumer orin, marteze ; tost da 50 skritur disheñvel a weler en e c'houde, dasparzhet e daou brantad betek tremen kreiz ar XIVvet kantved.
War-dro ar bloavezhioù 1330 e voe lakaet en dastumad oberennoù barzhed ar mare, en o zouez ur varzhoneg a c'hellje bout bet savet gant Dafydd ap Gwilym (c.1315/1320 - c. 1350/1370), unan eus barzhed anavezetañ Kembre.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (cy) (en) Llyfrgell Genedlaethol Cymru
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Andrew Breeze : Medieval Welsh Literature, Four Courts Press Ltd, 1997 (ISBN 978-1-8518-2229-4)