Domeni Zuanîr

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Domeni Zuanîr (e friouleg) pe Domenico Zannier (en italianeg), ganet e Pontêbe d'an 31 a viz Eost 1930 ha marvet d'an 11 a viz Genver 2017, a oa ur skrivagner eus Frioul, e biz Italia.

Goude studioù war al lennegezh hag an doueoniezh e voe beleget e 1956. Person e voe e meur a barrez a-raok mont da gelenner ha da rener kelaouennoù goude-se. E 1952 e savas ar Scuele Libare Furlane e Cjasessole di Majan. E-pad ugent vloaz e renas ar skol-se, ma veze desket friouleg d'ar re yaouank. Kenlabouret en deus gant meur a gelaouenn lennegel frioulek, evel Il Tesaur.

Barzhonegoù en deus savet dreist-holl, hag ur romant ivez, La crete che no vai. Meur a briz en deus bet gant e skridoù. Troet eo bet e varzhonegoù e meur a yezh (italianeg, saozneg, spagnoleg, alamaneg...). Savet en deus-eñ barzhonegoù en italianeg, e spagnoleg hag e saozneg ivez, ha troet en deus oberennoù italianek, evel an Divina Commedia gant Dante Alighieri.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]