Mont d’an endalc’had

Diwar-benn Efedoù Noazus ar Butun

Eus Wikipedia

Diwar-benn Efedoù Noazus ar Butun (О вреде табака, 1886) zo ur pezhig-c'hoari en un arvest gant Anton Tchec'hov (1860-1904). Kempennet e voe gant an oberour e 1902, daou vloaz a-raok e varv.

Tchec'hov, poltredet e 1905,
bloaz goude e varv.

Nioukhin, un hanter-kant vloaz dezhañ, a rank ober ur brezegenn, war c'houlenn e wreg, diwar-benn gwallefedoù ar butun.

Eus butun ne gomz ket nemeur, eus e vuhez dindan lasoù e wreg e ra muioc'h. Abaoe tri bloaz ha tregont e rank plegañ dezhi, ha bremañ p'en deus un tamm frankiz e klemm diwar he fenn. Pan he gwel o tont e ra van d'echuiñ gant e gaoz hag e kuita ar sal.

  • Ivan Ivanovitch Nioukhin, paotr an arc'hant en ur skol-lojañ, evit merc'hed, renet gant e wreg.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar skrid saoznek : [1]