Dimitris Liantinis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dimitris Liantinis zo ur prederour gresian bet ganet e 1942 ha aet da anaon e 1998.

Kelennet en deus ar brederouriezh e-pad un tregont vloaz bennak e skol-veur vroadel Aten. Kelennet en deus ivez skiantoù an deskadurezh. Levezonet-bras e oa bet gant ar gentsokratidi ha preder Friedrich Nietzsche. Barzh e oa a-du-arall. E wreg, Niκolitsa Georgopoulou, zo kelennerez war ar brederouriezh e skol-veur Aten ivez hag hec'h oberenn, gouestlet d'an ontologiezh ha d'an usvedoniezh klasel zo a-bouez-bras.

Liesseurt eo oberenn Liantinis. Emañ Eros ha Thanatos e-kreiz e breder. Studiet en deus barzhoniezh Rainer-Maria Rilke ha diskouezet en deus e zibarded . Loreet eo bet gant Akademiezh Aten abalamour d'e levr diwar-benn D. Solomos, ur barzh bras eus Bro-C'hres. Studiet en deus ivez barzhoniezh Yorgos Seferis (Priz Nobel al Lennegezh e 1963). Skrivet en deus koulz levrioù a denn da skiantoù an deskadurezh ha re a-zivout istor ar brederouriezh ha troet en deus Ecce Homo Nietzsche. E levr brudetañ Gemma, zo ur vurutelladenn a-vremañ eus sevenadur Bro-C'hres.

Kuit e oa aet Dimitris Liantinis e 1998 goude lezel ul lizher d'e verc'h. Embannet eo bet e zastumad barzhonegoù gant e wreg e 2006.

Adkavet e oa e gelan e 2005 en ur groc'h. Anavezet e oa a-drugarez da arnodennoù-enklask. Beziet e oa rak ne oa ket tu da zeviñ e gorf.

http://www.liantinis.gr/


Messologi, ur blog gresianek gouestlet d'e oberenn