Dimezell en enkrez
Skeudenn an dimezell en enkrez, pe e dañjer, heskinet pe gwallgaset, zo ur c'hliched eus ar re anavezetañ el lennegezh, en arz, pe er filmoù. Ur plac'h yaouank dinoaz gourdrouzet gant un den fall pe drouk, un euzhvil a-wechoù, a zo da saveteiñ. Ha setu kefridi an haroz.
Kaoz a vez eus "dimezell" alies, gant ur ster krennamzerel, ha skeudenn ar marc'heg da saveteer.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ken kozh ha mojennoù Hellaz eo dodenn an dimezell en enkrez: niverus eo ar merc'hed a sach warne kounnar an doueed kriz. Darn a zo mammoù, intañvezed, darn all krennardezed gwerc'h taolet d'un euzhvil bennak, evel Andromeda a oa bet he mamm o kontañ droug diwar-benn an doue Poseidon, ma oa dirollet ar mor, ken e voe ret stagañ ar plac'h yaouank ouzh ur roc'h war an aod, da aberzh.
Aberzhioù merc'hed all zo evel-se, evel hini ar merc'hed a veze roet d'ar Minotaor, pe ar re a veze roet d'ar Morholt e mojenn Tristan hag Izold. Gant Perseüs e voe lazhet an euzhvil a oa o vont da zebriñ Andromeda, ma c'hallas dimeziñ d'ar goantenn goude. Kalzik a livadurioù zo bet graet da Andromeda, en he noazh, staget ouzh ur garreg, ha d'an aerouant, an euzhvil a gaver e mojenn Sant Jord.
Er c'hontadennoù-pobl e kaver dimezelled en enkrez diouzh an druilh. Ur wrac'h an hini a lak ar goantenn en enkrez, evel Rapunzel, kraouiet en un tour, pe Ar Goantenn e Koad ar C'housk dindan gazel-gae, pe Gwennerc'h kontammet. Bep tro e teu ur priñs kreñv ha koant da saveteiñ an dimezell ha da zimeziñ dezhi.
- E romantoù marc'hegeien, Chrestien de Troye lakaomp, e vez roet da gefridi d'ur marc'heg bale-bro mont da zieubiñ ur briñsez dindan gazel-gê en ur c'hastell bennak.
- An hini gentañ er romantoù modern eo Clarissa e levr Samuel Richardson (1748), goudrouzet gant Lovelace.
- Er romantoù gotek, evel re Ann Radcliffe, e vo sparlet an dimezell en ur c'hastell pe ur manati, da c'houzañv falloni menec'h pe noblañsed .
- E Justine gant Markiz Sade ez a an heskinerezh pelloc'h eget ar gourdrouz, ha treiñ a ra an heskinerezh da jahinerezh .
- Un doare modern eo ar romantoù polis, evel istorioù zo gant Conan Doyle, romantoù Raymond Chandler pe filmoù polis evel Chinatown Polanski.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Angelika en Orlando furioso.
- Priñsez ar vojenn ar goantenn e koad ar C'housk