Mont d’an endalc’had

Diktys (mab Magnes)

Eus Wikipedia
Ur pennad Diktys zo ivez.

Diktys a oa ur pesketaer[1] breur d'ar roue Polydektes eus Serifos, mibien o-daou da Vagnes ha d'un Naiadenn,[2] pe da Beristhenes hag Androthoe,[3] pe da Boseidon ha Kerebia[4] Eñ an hini a gavas Danae ha Perseüs en un arc'h peñseet war an aod pe tapet en e roued. Brav a reas dezho ha sevel a reas Perseüs evel e vab. Goude ma voe lazhet Medousa gant Perseüs ha saveteet Andromeda, ha diskouezet penn Medousa da Bolydektes ha ma voe troet e maen, e lakaas Diktys da roue.[3][5] Diktys hag e bried Klymene o devoa un aoter en un neved da Berseüs en Aten.[6].

  1. Hyginus, Fabulae, 63
  2. Pseudo-Apollodoros, Bibliotheke, 1. 9. 6
  3. 3,0 ha3,1 Scholia db Apollonios Rodos, Argonautika, 4. 1091
  4. Tzetzes db Lykofron, 838
  5. Pseudo-Apollodoros, Bibliotheke, 2. 4. 1 - 3
  6. Paosanias, Deskrivadur Hellaz, 2. 18. 1