Mont d’an endalc’had

Diego Velázquez

Eus Wikipedia
Diego Velázquez
Diego Velázquez
Diego Velázquez
Emboltred (1630)
Musei Capitolini, Roma

Marevezh : barok

Ganedigezh : 6 a viz Mezheven 1599
e Sevilla
Marv : 6 a viz Eost 1660
e Madrid

Broadelezh : Spagnat

Barregezhioù
Pennañ : livour

Oberennoù pennañ
La rendición de Breda (1635)
El retrato del papa Inocencio X (1649-51)
Las Meninas (1656), e bennoberenn
La fábula de Aracne (La Hilenderas) (1658)

Poltred
1640
Galleria degli Uffizi, Firenze
Poltred ur plac'h

Diego Rodríguez de Silva y Velázquez (badezet d'ar 6 a viz Even 1599 e Sevilla - marvet d'ar 6 a viz Eost 1660 e Madrid) a oa ul livour spagnol. Yaouank-flamm e oa pa grogas da livañ hag un desker da Francisco Pacheco e oa. E 1623 en em stalias e Madrid ma voe anvet da livour ofisiel e lez Fulup IV.

E 1629 e veajas evit ar wech kentañ da Italia da wellaat e zoare-livañ. Goude e zistro e livas livadurioù-lez niverus evit ar familh roueel met ivez evit ar vinistred pe an intronezed a enor.

Livet pe treset en deus etre 120 ha 125 oberenn. Édouard Manet a rae anezhañ « livour al livourien » hag ar « brasañ livour zo bet anezhañ biskoazh ».

E Mirdi ar Prado emañ an darn vrasañ eus e oberenn.

Arz Velázquez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E zoare kentañ
Vieja friendo huevos (1618)
National Gallery of Scotland, Edinburgh
El aguador de Sevilla (1620)
Apsley House, Londrez
Jerónima de la Fuente (1620)
Museo del Prado, Madrid
E bennoberenn
Las Meninas pe La familia de Felipe IV (1656)
Eoullivadur war lien – 318 x 276 cm
Museo del Prado, Madrid

Oberennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]