Die Zukunft (Elzas)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Die Zukunft a oa ur gazetenn sizhuniek emrenour embannet en Elzas.

Embannet e voe Die Zukunft eus 1925 betek 1927 e Saverne (Zabern), en Elzas. Ur raktres a oa bet gant ar politiker elzasat Karl Hauss da embann ur gazetenn emrenour, met daleet e oa bet meur a wech dre ziouer a arc'hant. Pa voe kavet skoazell arc'hant en Alamagn, gant Robert Ernst, un Elzasad harluet en Alamagn goude ar Brezel-bed Kentañ, e c'hallas ar gazetenn dont er-maez. Embannet e voe an niverenn gentañ d'an 9 a viz Mae 1925. Paul Schall e oa ar pennskridaozer, hag an embanner e oa Eugène Ricklin, a oa bet prezidant Landtag (parlamant) Elzas-Loren eus 1911 da 1919.

Kaset e voe 5000 skouerenn eus an niverenn gentañ da holl vaered, beleien ha kelennerien Elzas, evit reiñ brud d'ar gazetenn nevez. Goude un nebeud mizioù e veze embannet 35 000 skouerenn eus Die Zukunft, da lavaret eo e veze lennet gant ur familh elzasat diwar 12. Ne oa stag Die Zukunft ouzh kostezenn bolitikel ebet, met klask a rae difenn interestoù Elzas ha Mozel a-enep strivoù ar gouarnamant gall a glaske gallekaat ar vro goude ar Brezel-bed Kentañ. Goulenn a rae Die Zukunft ma vefe kelennet an div yezh, alamaneg ha galleg er skolioù, stourm a rae a-enep lezennoù laik ar Stad C'hall (en Elzas e talveze c'hoazh Konkordat 1801 ha ne oa ket bet dispartiet ar Stad hag an Ilizoù, evel ma oa bet e Bro-C'hall e deroù an XXvet kantved). Nac'h a rae e vefe lakaet kargidi eus Bro-C'hall e-lec'h ar re eus Elzas. Berzh a rae ar gazetenn e-touez an dud, displijet gant politikerezh Pariz. Neuze e voe tamallet dezhi gant ar gouarnamant bezañ ur gazetenn a-du gant Alamagn ha paeet gant arc'hant eus ar vro-se. Taeroc'h-taerañ e teuas pennadoù Die Zukunft da vezañ : enno e veze graet anv eus Elzas-Loren evel ur vinorelezh "touellet, dismegañset, gwallgaset", unan ha ne veze ket doujet d'he gwirioù ; goulennet e veze ar gwir eviti d'en em ren hec'h-unan.

D'an 12 a viz Du 1927 e voe berzet ar gazetenn da vat gant ar gouarnamant gall.