Dibenn-pred
Neuz
dibenn-pred
Iskevrennad eus | meuz, boued, course, sweet dish |
---|---|
Raklec'hiet gant | main course, entremet |
Heuliet gant | kafe |
Er sevenadur kornôgel a vremañ eo an dibenn-pred ar meuz dous a vez debret evit klozañ ar pred, merenn ha koan peurvuiañ. Gallout a ra bezañ ur frouezhenn pe ur saladenn frouezh, un tamm gwastell, ur gouign, ur grampouezhenn, flanez, boued-laezh (ur yaourt, dienn...), un dienn-skorn, pe sorbed. A-wechoù e vez evet ur banne tomm asambles gantañ, pe goude, kafe ha te dreist-holl, pe ur banne died alkoolek evel gwin sukret ha likor.
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Apple pie saoz
-
Alumenn norvegat, dienn-skorn, gwastell ha mereng
-
Baklava, ur wastell gant siros pe vel
-
Ur flanezenn
-
Bananez flammet hag ur voul dienn-skorn vanilhez
-
Barrenn kraoñ-koko eus Sina.
-
"Flanez ar bastezerien", flanez gant toaz.
-
Mämmi, un dibenn-pred finlandat debret da Bask.
-
Gwastilli a bep seurt.
-
Gwastell rom.
-
Poudiñg bananez graet en ti.
Mezhur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Muioc'h a sukr ha druzoni a vez alies en dibennoù-pred eget er meuzioù all, ha neuze muioc'h a dalvoudegezh energetek dre gram[1]. An dra-se n'eo ket gwir evit ar frouezh avat, anat.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Dodge, Abigail J. (2002). Dessert. Simon & Schuster Source. ISBN 0-7432-2643-7.
- (en) Mesnier, Roland (2004). Dessert University. Simon & Schuster. ISBN 0-7432-2317-9.
- (fr) de Montmollin, Françoise (2015). Un repas historique : Moyen Âge. Ouest France. ISBN 978-2-7373-6744-1.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Alioù ar vouedourez stadunanat Corinne Goff (23 a viz Here 2012). 5 Easy To Make, Good for You Desserts. FitDay.