Emglev ar skrivagnerien : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 6: | Linenn 6: | ||
'''2) Doareoù :''' e-keñver an danvez, aberzhiñ dre ret pezh a zo re a-ziforc'h e pep rannyezh komzet, hag a ve didalvoud pe noazus ouzh berzh-mat an oberenn graet a-gevret ; e-keñver ar furm, kemer dreist--holl pezh a zo an eeunañ, boutinañ, pe reizhañ hervez istor ar yezh, diouzh ma vo kavet mat e pep pleg. |
'''2) Doareoù :''' e-keñver an danvez, aberzhiñ dre ret pezh a zo re a-ziforc'h e pep rannyezh komzet, hag a ve didalvoud pe noazus ouzh berzh-mat an oberenn graet a-gevret ; e-keñver ar furm, kemer dreist--holl pezh a zo an eeunañ, boutinañ, pe reizhañ hervez istor ar yezh, diouzh ma vo kavet mat e pep pleg. |
||
Ne lavarent ket peseurt diazez a gemerent, hogen, diouzh lenn o skrid-emglev, ez eo anat e soñjent e [[doare-skrivañ |
Ne lavarent ket peseurt diazez a gemerent, hogen, diouzh lenn o skrid-emglev, ez eo anat e soñjent e [[doare-skrivañ ar Gonideg]]. |
||
E gwir, ne gemmjont doare-skrivañ |
E gwir, ne gemmjont doare-skrivañ ar Gonideg nemet war un nebeud poentoù : |
||
1) resisaat implij gw ; |
1) resisaat implij 'gw' ; |
||
2) lakaat 'y' e-lec'h 'i' e derou gerioù 'zo (yac'h, yen, hag all) ; |
2) lakaat 'y' e-lec'h 'i' e derou gerioù 'zo (yac'h, yen, hag all) ; |
||
3) adimplij gn ; |
3) adimplij 'gn' ; |
||
4) Implij (i)lh ; |
4) Implij (i)lh ; |
Stumm eus an 26 Ebr 2011 da 10:15
Er bloaz 1907 e voe graet div vodadenn e Sant-Brieg gant skrivagnerien a genlaboure d'an div gelaouenn Feiz ha Breiz ha Kroaz ar Vretoned. Fellout a rae dezho lakaat urzh en doare-skrivañ. O mennozh a voe displeget ganto evel-hen :
1) Pal da dizhout : unvaniñ ar brezhoneg skrivet, pezh a dlee, da vezañ poellek, bezañ graet hep mont re bell ha tamm-ha-tamm, hogen gant youl hag onestiz.
2) Doareoù : e-keñver an danvez, aberzhiñ dre ret pezh a zo re a-ziforc'h e pep rannyezh komzet, hag a ve didalvoud pe noazus ouzh berzh-mat an oberenn graet a-gevret ; e-keñver ar furm, kemer dreist--holl pezh a zo an eeunañ, boutinañ, pe reizhañ hervez istor ar yezh, diouzh ma vo kavet mat e pep pleg.
Ne lavarent ket peseurt diazez a gemerent, hogen, diouzh lenn o skrid-emglev, ez eo anat e soñjent e doare-skrivañ ar Gonideg.
E gwir, ne gemmjont doare-skrivañ ar Gonideg nemet war un nebeud poentoù :
1) resisaat implij 'gw' ;
2) lakaat 'y' e-lec'h 'i' e derou gerioù 'zo (yac'h, yen, hag all) ;
3) adimplij 'gn' ;
4) Implij (i)lh ;
5) reizhañ implij ar c'hensonennoù mouezhiet ha divouezh e dibenn ar gerioù (da skouer, diforc'h etre an anv-kadarn "galleg" hag an anv-gwan "gallek").
Anvioù sinerien an Emglev
Émile Ernault, Loeiz ar C'hlerg, Yann-Vari Perrot, Frañsez Vallée, E. Koroller, Erwan Ar Moal, Ar Yeodet-Bocher, F. Korel, Klaoda ar Prad, Dirlemm-Ar Bras.
Evel pep emglev, ne rae nemet braslinennañ al labour Ar munudoù a ranke bezañ spisaet. Se voe kefridi Ernault, Vallée ha Breuriezh Veur ar Brezhoneg. Skouer ar yezh, a dlee bezañ anavezet dindan an anv KLT, a voe roet dreist-holl el levrioù "Sketla Segobrani" hag an "Notennoù diwar-benn ar Gelted Kozh", Dont a reas da vezañ yezh ar gelc'hgelaouenn Gwalarn.