Emglev ar skrivagnerien : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:
O mennozh a voe displeget ganto evel-hen :
O mennozh a voe displeget ganto evel-hen :


'''1) Pal da dizhout :''' Unvaniñ ar brezhoneg skrivet, pezh a dlee, da vezañ poellek, bezañ graet hep mont re bell ha tamm-ha-tamm, hogen gant youl hag onestiz.
'''1) Pal da dizhout :''' unvaniñ ar brezhoneg skrivet, pezh a dlee, da vezañ poellek, bezañ graet hep mont re bell ha tamm-ha-tamm, hogen gant youl hag onestiz.


'''2) Doareoù :''' E-keñver an danvez, aberzhiñ dre ret pezh a zo re a-ziforc'h e pep rannyezh komzet, hag a ve didalvoud pe noazus ouzh berzh-mat an oberenn graet a-gevret ; e-keñver ar furm, kemer dreist--holl pezh a zo an eeunañ, boutinañ, pe reizhañ hervez istor ar yezh, diouzh ma vo kavet mat e pep pleg.
'''2) Doareoù :''' e-keñver an danvez, aberzhiñ dre ret pezh a zo re a-ziforc'h e pep rannyezh komzet, hag a ve didalvoud pe noazus ouzh berzh-mat an oberenn graet a-gevret ; e-keñver ar furm, kemer dreist--holl pezh a zo an eeunañ, boutinañ, pe reizhañ hervez istor ar yezh, diouzh ma vo kavet mat e pep pleg.


Ne lavarent ket peseurt diazez a gemerent, hogen, diouzh lenn o skrid-emglev, ez eo anat e soñjent e [[doare-skrivañ Ar Gonideg]].
Ne lavarent ket peseurt diazez a gemerent, hogen, diouzh lenn o skrid-emglev, ez eo anat e soñjent e [[doare-skrivañ Ar Gonideg]].

Stumm eus an 26 Ebr 2011 da 10:10

Er bloaz 1907 e voe graet div vodadenn e Sant-Brieg gant skrivagnerien a genlaboure d'an div gelaouenn Feiz ha Breiz ha Kroaz ar Vretoned. Fellout a rae dezho lakaat urzh en doare-skrivañ. O mennozh a voe displeget ganto evel-hen :

1) Pal da dizhout : unvaniñ ar brezhoneg skrivet, pezh a dlee, da vezañ poellek, bezañ graet hep mont re bell ha tamm-ha-tamm, hogen gant youl hag onestiz.

2) Doareoù : e-keñver an danvez, aberzhiñ dre ret pezh a zo re a-ziforc'h e pep rannyezh komzet, hag a ve didalvoud pe noazus ouzh berzh-mat an oberenn graet a-gevret ; e-keñver ar furm, kemer dreist--holl pezh a zo an eeunañ, boutinañ, pe reizhañ hervez istor ar yezh, diouzh ma vo kavet mat e pep pleg.

Ne lavarent ket peseurt diazez a gemerent, hogen, diouzh lenn o skrid-emglev, ez eo anat e soñjent e doare-skrivañ Ar Gonideg.

E gwir, ne gemmjont doare-skrivañ Ar Gonideg nemet war un nebeud poentoù :

1) resisaat implij gw ;

2) lakaat y e-lec'h i e derou gerioù 'zo (yac'h, yen, hag all) ;

3) adimplij gn ;

4) Implij (i)lh ;

5) reizhañ implij ar c 'hensonennoù mouezhiet ha divouezh e dibenn ar gerioù (diforc'h, da skouer, "galleg", anv-kadarn, diouzh "gallek", anv-gwan).


Anvioù sinerien an Emglev

Émile Ernault, Loeiz ar C'hlerg, Yann-Vari Perrot, Frañsez Vallée, E. Koroller, Erwan Ar Moal, Ar Yeodet-Bocher, F. Korel, Klaoda ar Prad, Dirlemm-Ar Bras.

Evel pep emglev, ne rae nemet braslinennañ al labour Ar munudoù a ranke bezañ spisaet. Se voe kefridi Ernault, Vallée ha Breuriezh Veur ar Brezhoneg. Skouer ar yezh, a dlee bezañ anavezet dindan an anv KLT, a voe roet dreist-holl el levrioù "Sketla Segobrani" hag an "Notennoù diwar-benn ar Gelted Kozh", Dont a reas da vezañ yezh ar gelc'hgelaouenn Gwalarn.