Friederike Dorothea von Baden : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: da:Fredrika af Baden
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6: Linenn 6:

==He buhez==
==He buhez==
Ganet e oa e [[Karlsruhe]] d'an [[12 a viz Meurzh]] 1781. Merc'h e oa da [[Charles Louis von Baden]] ha da [[Amélie von Hessen-Darmstadt]], ha c'hoar da [[Louise Augusta von Baden]], pried d'an tsar [[Alesant Iañ Rusia]].
Ganet e oa e [[Karlsruhe]] d'an [[12 a viz Meurzh]] 1781. Merc'h e oa da [[Charles Louis von Baden]] ha da [[Amalie von Hessen-Darmstadt]], ha c'hoar da [[Louise Augusta von Baden]], pried d'an [[tsar]] [[Alesant Iañ Rusia]].

Eurediñ a reas d'an 31 a viz Here 1797, e [[Stockholm]], da [[Gustav IV Adolf]] , roue Sveden ha [[Finland]]. Aozet e oa bet an eured gant he fried, dre ma oa c'hoar da impalaerez Rusia, peogwir e kave dezhañ e oa un doare emglev gant Rusia, petra bennak ma en devoa nac'het dimeziñ a-raok d'an dugez-veur [[Alexandra Pavlovna Rusia]] na falveze ket dezhi kemmañ he relijion, ha d'an dugez [[Louise-Charlotte von Mecklemburg-Schwerin]], ha ne oa ket gwall vrav, hervez a oa bet kontet dezhañ. <br />

Stumm eus an 22 Ebr 2011 da 08:34

Friederike Dorothea von Baden.
Gustav IV ha Friederike

Friederike Dorothea von Baden (1781-1826), a oa ur briñsez alaman deuet da vezañ rouanez Sveden ha Finland, eus 1797 da 1809.

He buhez

Ganet e oa e Karlsruhe d'an 12 a viz Meurzh 1781. Merc'h e oa da Charles Louis von Baden ha da Amalie von Hessen-Darmstadt, ha c'hoar da Louise Augusta von Baden, pried d'an tsar Alesant Iañ Rusia.

Eurediñ a reas d'an 31 a viz Here 1797, e Stockholm, da Gustav IV Adolf , roue Sveden ha Finland. Aozet e oa bet an eured gant he fried, dre ma oa c'hoar da impalaerez Rusia, peogwir e kave dezhañ e oa un doare emglev gant Rusia, petra bennak ma en devoa nac'het dimeziñ a-raok d'an dugez-veur Alexandra Pavlovna Rusia na falveze ket dezhi kemmañ he relijion, ha d'an dugez Louise-Charlotte von Mecklemburg-Schwerin, ha ne oa ket gwall vrav, hervez a oa bet kontet dezhañ.
Kontet eo ar priedoù da vezañ bet evurus an eil gant egile. Met ne oa ket troet hag he fried gant ar c'hoari daou. Eñ a blije dezhañ chom e kambr e wreg da c'hoari daou ganti, hag ur wech o doa ranket kannaded ar Breujoù mont d'e zirenkañ p'edo e-kreiz un abadenn hag o devoa pedet anezhañ da vont da welout e serc'h gant aon da skuizhañ yec'hed ar rouanez.

Displijet-bras e oa bet ar rouanez gant doareoù laosk lez Sveden, ha lavarout a reas d'he ziegezh nevez e oa souezhet o welout e oa «  ur serc'h da bep hini  » hag o klevout e oa troet an dugez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, gant merc'hed koulz ha gant gwazed.

Pennad kar