C (lavar programmiñ) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
aesaat ar c'hompren
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:


'''Un [[areg]] (pe lavar stlennegel) herrek hag [[amloadus]] kenañ eo an areg C. Galloud a ra ur [[goulev]] (pe ur programm) skivet gant an areg C bezañ erounezet war meur a [[reizhiad korvoiñ]] evel [[Microsoft Windows]], [[UNIX]], [[LINUX]], OS/390 pe z/Os. Herrek eo pa eo un areg kempunet (hogen neuze e ranker kaout ur c'hempuner kenstaget gant ar reizhiad korvoiñ pe get) hogen ivez dre-benn an doare da gempunañ (kempunañ hep prouadiñ gwiriegezh ar goulaviñ - ar programmiñ)'''.
'''Un [[areg]] (pe lavar stlennegel) herrek hag [[amloadus]] kenañ eo an areg C. Galloud a ra ur [[goulev]] (pe ur programm) skivet gant an areg C bezañ erounezet war meur a [[reizhiad korvoiñ]] evel [[Microsoft Windows]], [[UNIX]], [[LINUX]], OS/390 pe z/Os. Herrek eo pa eo un areg kempunet (hogen neuze e ranker kaout ur c'hempuner kenstaget gant ar reizhiad korvoiñ pe get) hogen ivez dre-benn an doare da gempunañ (kempunañ hep prouadiñ gwiriegezh ar goulaviñ - ar programmiñ)'''.

[[Skeudenn:RestrC.png|thumb|rigth|Ul lodenn eus ur programm skrivet en areg C]]


Implijet-tre e chom an areg C o vezañ ma eo frammet tro-dro da zitouroù ha da luniadoù a live uhel (e ragenep an [[areg kunteller]] da skouer) hag o vezañ war an dro ma eo en araez da c'henel ur [[boneg]] (ur c'hod) herrus kenañ dre benn ur c'hempuner digonus tre.
Implijet-tre e chom an areg C o vezañ ma eo frammet tro-dro da zitouroù ha da luniadoù a live uhel (e ragenep an [[areg kunteller]] da skouer) hag o vezañ war an dro ma eo en araez da c'henel ur [[boneg]] (ur c'hod) herrus kenañ dre benn ur c'hempuner digonus tre.

Stumm eus an 28 Du 2006 da 19:43


Un areg (pe lavar stlennegel) herrek hag amloadus kenañ eo an areg C. Galloud a ra ur goulev (pe ur programm) skivet gant an areg C bezañ erounezet war meur a reizhiad korvoiñ evel Microsoft Windows, UNIX, LINUX, OS/390 pe z/Os. Herrek eo pa eo un areg kempunet (hogen neuze e ranker kaout ur c'hempuner kenstaget gant ar reizhiad korvoiñ pe get) hogen ivez dre-benn an doare da gempunañ (kempunañ hep prouadiñ gwiriegezh ar goulaviñ - ar programmiñ).

Restr:RestrC.png
Ul lodenn eus ur programm skrivet en areg C

Implijet-tre e chom an areg C o vezañ ma eo frammet tro-dro da zitouroù ha da luniadoù a live uhel (e ragenep an areg kunteller da skouer) hag o vezañ war an dro ma eo en araez da c'henel ur boneg (ur c'hod) herrus kenañ dre benn ur c'hempuner digonus tre.

Unan eus arouezadur pennañ an areg C a zo e vez dazveret (embreget) gantañ un nebeut rizhoù roadennoù nemetken ha tost ouzh erouezadur diabarzh ar c'hewerier. N'eus ket eus ar rizh "hedad nodoù" e C da skouer. E ragenep, e c'heller keñveriañ un niver kevan ouzh un nod e C pa vez erouezet un nod gant ar c'hewerier gant ur werzh a rizh niver kevan just a-walc'h (boneg ASCII pe EBCDIC).

An tamm istor

Ergrafet e oa bet an areg C e deroù ar bloavezhioù 70 gant D.Ritchie ha B.W.Kernighan. Danzen un areg a vije en araez da c'hounit gantañ ur reizhiad korvoiñ amloadus a rizh gant UNIX a oa o fal. Awenet e oant bet gant an aregoù B ha BCPL da grouiñ un areg nevez : an areg C.

E-barzh o levr skrivet gante "The C programming language" e oa bet despizet evit ar wech kentañ an areg C. Da c'houde e oa bet skoueriekaet gant an ANSI (da heul dinod lies kempuner) an areg-se da reiñ un areg anvet a-wechoù ar C-ANSI. Un eil levr a oa bet skrivet neuze diwezhatoc'h gant Ritchie ha Kernighan o kenstagañ ennañ daskemmadurioù degaset gant an ANSI.

Ar restr darzh e C

Ur restr destenn didres eo restr darzh ur goulev e C. He astenn a zo ".c" dre gendiviz. An nodoù arveret evit skrivañ ar restr darzh a zo nodoù ASCII nemetken.

Pa vez peurskrivet ar goulev tarzh e ranker war-lerc'h kempunañ anezhañ evit galloud hen erounit (eleze treiñ anezhañ en areg ijinenn pe daouredel). D'hen ober e ranker kaout ur c'hempuner ; revoud a ra (bez'ez eus) meur a hini (gcc pe Turbo C da skouer) hag gant ar reizhiad UNIX e vez kenstaget ennañ. Setu perak eo ken aes da c'houleviñ (programmiñ) dindan ar reizhiad-se. Ar c'hempunañ e vez roet lañs dezhañ gant an arc'had-hen (pe an urzhiad-hen) :

cc "restr".c

Neuz ur goulev C

En ur goulev skrivet e C e gaver ur gewerienn bennañ anvet "main" a zo enni an ditouroù a rank bezañ erounezet. Ar re-se a zo ensoc'het (pe enlakaet) etre briataennoù a heulh anv ar gewerienn. Da skouer :

  • main()
  • {
  • printf("Setu ur goulev e C");
  • }

Ar gewerienn "main" er goulev a-us a zo enni un ditour nemetken ("printf()") e vo graet ganti pa vo lakaet da erounit skrivañ war ar skramm : Setu ur goulev e C

Da adverkañ : pep ditour e vez lakaet en e zibenn ur pik-virgulenn (;)

Ma fell deomp ensoc'hañ un askelenn (pe un displegañ) e-barzh ur goulev en areg C e rankomp ober evel-hen :

/*Setu un askelenn*/

Anavezet e vo an arouez "*/" gant ar c'hempuner C ha ne vo ket keweriet gantañ evel un ditour. Setu hor goulev gant askelennoù :

  • main()
  • {
  • /*Deraou ar goulev*/
  • printf("Setu ur goulev e C");
  • /*Difin ar goulev*/
  • }

M' ho peus c'hoant deskiñ an areg-se, setu ul lec'hienn a sikouro ac'hanoc'h d'hen ober :

Kentelioù areg C sevenet gant ur c'helener eus Strasbourg e bro Alsass