Linux
Ur reizhiad korvoiñ diazezet war UNIX eo Linux ha diskarg a wirioù dindan al lanvaz GPL. Krouet e oa bet e 1991 gant Linus Torvalds.
Un tamm istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Eost 1991 e oa bet kemennet e newsgroup USENET "comp.os.minix" gant Linus Torvald, a oa d'ar c'houlz-se studier e skol-veur Helsinski, e raktres da zanzen ur reizhiad korvoiñ e vije bet gouest d'implijañ ar gwellañ ma c'hellje arc'hwelioù liespoellad ("multitask functions") ar c'hewerier 386 ergrafet gant INTEL. Un emboellad e oa nemetken evitañ hep dezevout en un dazont kenwerzhel.
Pezh a felle da Linus Torvald e oa reiñ da arveriaded ar reizhiad Minix ur reizhiad digonus. Ur reizhiad UNIX e oa Minix d'ar c'houlz-se skrivet gant Andy Tanen Baum. Deskrivet e oa e reizhiad-eñ gant Linus Torvald evel-hen : "Gwelloc'h Minix eget Minix".
An handelv kentañ e oa an hini 0.01 e miz Eost 1991 rustennus an tamm anezhañ. Un nebeud tarzhoù a oa dezhañ nemetken hag e ranked kempunañ anezhañ dindan Minix. Abaoe ez'eus bet kantadoù a zanzenerien o skoazellañ Linus Torvald dre ar genrouedad.
Evel-se e oa bet lakaet war-wel un doare nevez da zanzen meziantoù.
Gant an doare-se da zanzen, ne vez aozadur ebet oc'h evezhiañ al labourioù. Un den a zo kiriek d'un erbar hag ez'eus tud all o kemer perzh da skrivadeg boneg ar goulevioù.
Linux dindan al lañvaz GPL
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Linus Torvald 'ni eo a zo kiriek d'ar graoñell Linux hag e vez ouzhpenn o tivizañ a-zivout dasparzhañ an tarzhoù. Evit komz louer, dindan giriegezh un den e vez pep parzh ar graoñell (reizhiad ar restroù, ardeiñ ar memor, [[sturioù...) hemañ o kreizennañ danzenadegoù kantadoù a zanzenerien hag o kas anezhe da heul da Linus Torvald evit ma o c'henstagfe e-barzh kraoñell Linux. Arveret e vez an doare-se da labourat evit danzenadeg pep goulev mavek (pe programm talvoudek) Linux.
Perc'hentiezh Linus Torvald ha pep hini en deus kemer perzh en danzenadeg eo Linux hogen ar boneg tarzh hag ar boneg daouredel a zo dasparzhet diskarg ha digoust dindan al lañvaz GPL (GNU Public Licence). Hervez al lañvaz-se e c'hell pep implijer ober diskarg gant ar c'henderc'h betek kenwerzhañ anezhañ.
Koulskoude e rank pep daskemmadur bezañ lakaet hegerz diskarg ha digoust d'an holl er bed, pezh a ziogel padelezh meziantoù diskarg a wirioù.
Handelvioù ar graoñell Linux
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket ken Linux e stad "Bêta-arnod" abaoe an handelv 1.0 ar 14 a viz Meurzh 1994. Reoliet e oa bet ar bugoù bep ma veze an danzen o vont war-raok.
Kendiviz an niveriñ d'an handelvioù Linux a zo : x.y.z
Gant an niveriñ-se e vez ampar "y" pa vez un handelv e "Bêta-arnod" ha par pa vez un handelv stabil. Azvuiadet e vez "z" pa vezer o reizhañ ur bug.
E miz Genver 2004 e oa an handelv stabil an hini 2.6.0. An handelv "Bêta-arnod" a oa bet war-lerc'h e oa an hini 2.7 neuze. Hag an hini stabil a oa o heuliañ : 2.8.
Dezverkadurioù ar reizhiad Linux
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]> Ur reizhiad liespoellad eo. Eleze eo gouest da verañ (d'ardeiñ) lies poellad en ur predad (lies arload a c'hell bezañ loc'het war un dro hep ma vefe unan o tizhout ar re all).
> Ur reizhiad liesarveriad eo. Eleze e c'hell lies arveriad labourat war an urzhiataer war un dro.
> Ur reizhiad liessavenn eo ouzhpenn. Eleze e c'hell arc'hwellañ (pe mont en dro) war meur a rizh kewerieroù, evel : Intel, Compaq, Alpha, SunSPARC, PowerPC, MAC .....
> Ardeiñ dialuskel sturioù an trobarzhelloù. Karget e vez ar molladoù er vemor pa vez ezhomm nemetken.
> Kempleg eo diouzh ar skoueriegezh POSIX.
> Keverlec'h eo gant UNIX system V (AT&T) ha BSD evit pezh a sell ouzh an tarzhoù.
> En araez eo da c'housoliñ ar skoueriegezh ISO 9660 (CD-ROM).
> En araez eo da c'housoliñ lies reizhiad restroù evel Windows 9.x, pe Macintosh da lenn nemetken.
> Gant an areg C e vez danzeet tarzhioù ar reizhiad Linux peurvuiañ evel ma vez graet evit ar reizhiad UNIX. Arveret e vez ivez a-wechoù an areg C++.
An dasparzhioù Linux
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dasparzhet e vez ar reizhiad Linux gant meur a gumuniezh stlenneg ha meur a embregerezh.
Bez 'e vez kavet en un dasparzh Linux ar graoñell, ar mezarc'hioù, ar sturioù, ar goulevioù mavek sternañ gant ouzhpenn meziantoù mavek a bep seurt (meziantoù burevek, c'hoarioù, maziantoù danzen....) dindan stumm ur bakadenn peurvuiañ (ha restroù "~.rpm").
Setu un nebeud dasparzhoù :
Slackware : danzeet gant ur gumuniezh stlenneg e oa an hini kentañ o lakaat Linux da vezañ anavezet gant kalz a dud. Lec'hienn : Dasparzh Slakware
Debian GNU/Linux : Un dasparzh nann kenwerzhel eo a zo e bal danzen ur reizhiad a berzhded uhel. E ventrezh pakañ dezhañ e vez arveret evit dasparzhañ e reizhiad. Danzen Debian a vez graet dre ar genrouedad evel ma vez graet evit kraoñell Linux. Lec'hienn : Dasparzh Debian
Mandrake : Diazezet war an dasparzh Red Hat eo Mandrake. Danzeet e oa bet gant an dasparzh-se binvioù ardeiñ dibar. Lec'hienn : Dasparzh Mandrake na vez ket ken eus al liamm Deuet eo Mandrake da vezan Mandriva : Dasparzh Mandriva Lakaet eo bet e Brezhoneg.
Red Hat ha Fedora : An dasparzh-se 'ni e oa e oa bet digaset gantañ ar c'heal pakadenn. Gant ur bakadenn e vez kavet ur meziant a-gevret gant e deulioù dafariñ ha gant pep meziant mavek arveret da sternañ, da zisternañ ar reizhiad pe d'ober an hizivaat. Adkemeret e oa bet ar meiziad-se gant dasparzhoù all abaoe.
Gant an dasparzh-se e vez deroet binvioù sternañ ha kefluniañ didres a implijer e mod kevreget pe e mod nodoù.
An hendelv digoust eus Red Hat eo Fedora diorreet gant ur gumuniezh danzenerien.
Lec'hienn : Dasparzh Red Hat
SuSE : Diazezet e penn kentañ war an dasparzh Slackware eo anavezet an dasparzh SuSE evit bezañ solius, danzeet e bro Alamagn. E vinvioù merañ dezhañ en deus. Ar c'hevredad SuSE a oa bet adprenet gant Novell n'eus ket pell 'zo. Lec'hienn : SuSE dasparzhet gant Novell
Ubuntu : Diazezet war Debian un handelv e brezhoneg eus an dasparzh-se a zo o vezañ danzeet. Lec'hienn : lec'hienn etrebroadel Ubuntu