Mont d’an endalc’had

Areg ijinenn

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Argerzh sevenidigezh ur goulev

An hedad ditouroù daouredel erounezadus gant ar c'hewerier eo an areg ijinenn. Ur goulev tarzh a vez troet en areg ijinenn evit ur c'hewerier roet ha gant ur c'hempuner roet.

Gwezhiadurioù sevenidigezh ur goulev erounezadus
  • Sevenidigezh ur goulev tarzh gant un embanner : sevenet e vez en un areg (C, pascal, cobol). Ur restr destenn eo.
  • Kempunet e vez ar restr darzh gant ur c'hempuner. Hervez an areg arveret evit ar restr darzh e vez gwiriet e vefe doujet ouzh reolennoù gouleviñ an areg gant ar boneg tarzh (disklêriad, kevreadur...). Goude-se e vez ganet un ergorenn gant ar c'hempunadur dindan stumm ur restr daouredel un astenn .obj dezhi. Troet eo bet ar goulev tarzh e mentrezh daouredel hogen an ereoù (galvoù d'ar c'heweriennoù, d'ar poelladoù, d'ar goulevioù diavaez ...) n'int ket c'hoazh diskoulmet.
  • Ar restr ergorenn hag ar mezarc'hioù diavaez a vez kempunet gant un embanner ereoù. Gant ar wezhiadur-se e vez ganet ar restr erounezadus.

Notenn : galvet e vez gant ur goulev pennañ poelladoù, keweriennoù diabarzh pe eus mezarc'hioù diavaez. Da ennegoù memor e vez karget an tammoù bonegoù-mañ. An diskoulmañ ereoù eo ar wezhiadur a roio al lank d'ur goulev pennañ da ennegañ al lec'hioù memor-se.