Linchañ : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 2: | Linenn 2: | ||
'''Linchañ''', pe '''lynching''' hervez ar saozneg, zo ur c'hastiz graet gant un [[engroez]] tud, [[krougañ]] un den peurvuiañ, evit spontañ an dud all. Aliezik e c'hoarveze kement-se en amzerioù ma klaske an niver brasañ lakaat an niver bihanañ da blegañ da lezennoù pe d'un urzh kevredigezhel direizh. |
'''Linchañ''', pe '''lynching''' hervez ar saozneg, zo ur c'hastiz graet gant un [[engroez]] tud, [[krougañ]] un den peurvuiañ, evit spontañ an dud all. Aliezik e c'hoarveze kement-se en amzerioù ma klaske an niver brasañ lakaat an niver bihanañ da blegañ da lezennoù pe d'un urzh kevredigezhel direizh. |
||
En un doare strishoc'h e komzer eus lincherezh alies diwar-benn doareoù ar re wenn en [[SUA]] da gondaoniñ |
En un doare strishoc'h e komzer eus '''lincherezh''' alies diwar-benn doareoù ar re wenn en [[SUA]] da gondaoniñ [[morian]]ed d'ar marv hep prosez, ha dreist-holl adalek an XIXvet kantved goude ar [[Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika|Brezel-diabarzh]]. |
||
== Orin == |
== Orin == |
Stumm eus an 3 Du 2010 da 22:18
Linchañ, pe lynching hervez ar saozneg, zo ur c'hastiz graet gant un engroez tud, krougañ un den peurvuiañ, evit spontañ an dud all. Aliezik e c'hoarveze kement-se en amzerioù ma klaske an niver brasañ lakaat an niver bihanañ da blegañ da lezennoù pe d'un urzh kevredigezhel direizh.
En un doare strishoc'h e komzer eus lincherezh alies diwar-benn doareoù ar re wenn en SUA da gondaoniñ morianed d'ar marv hep prosez, ha dreist-holl adalek an XIXvet kantved goude ar Brezel-diabarzh.
Orin
Meur a zisplegadenn zo d'ar ger: pe eus anv un den, pe eus un anv-lec'h.
Dont a rafe ar ger eus anv Charles Lynch, barner e Virginia en XVIIIvet kantved.
Koulskoude ez eus ivez un aotrou William Lynch a oa barner ivez e Virginia, hag a gustume ober prosezioù prim ha prim d'an dud a oa a du gant Bro-Saoz. Bodañ a rae al lez, kavout touidi, ha kadoriañ el lakidigezh d'ar marv.
SUA
Eus 1882 da 1951 ez eus bet kontet 4700 a dud (ken gwazed, ken maouezi, ken bugale) - dre vras un den ar sizhun e-pad 80 vloaz - lazhet en doare-se en anv ul lezenn nann-skrivet.
Eus ar bloavezhioù 1880 betek ar bloavezhioù 1930 e oa morianed dreist-holl a veze linched: 2400 a dud du evit 300 a dud wenn, hagan darn vuiañ anezho e stadoù kreisteiz SUA. [1]. Alies e veze trawalc'h d'ur morian « bezañ dizouj ouzh dreistelezh ar ouenn wenn » : un tamm tabut, kunujennoù, un testeni a-enep un den gwenn, a c'halle kas un den d'ar groug.
E 1946 e voe muntret daou goublad morianed, Roger ha Dorothy Malcolm, war un dro gant George ha Mae Murray Dorsey, e Monroe, ur gêr a zo 70 km er gevred da Atlanta, kêr-benn Georgia . Tennet e voent e-maez o c'hirri gant un 30 den, staget ouzh ar gwez, lazhet gant tennadoù, ha taolet o c'horfoù er strouezh. War-lerc'h an darvoud-se e komzas fraezh ar prezidant Harry S. Truman a-enep al lincherezh, ha seul greñvoc'h a se ma oa bet unan eus ar wazed o vrezeliñ en Eil brezel-bed, ha ma oa dougerez Dorothy Malcolm.
Thomas Shipp hag Abram Smith
Daou vorian, Thomas Shipp hag Abram Smith, a voe linchet d'ar 7 a viz Eost 1930 e Marion, Indiana. Harzet e oant bet en noz kent ha tamallet dezho laerezh halazhañ ur micherour gwenn ha gwallañ e zanvez-pried. Un engroez tud a zeredas d'an toull-bac'h, a zrailhas an norejoù gant horzhioù, avazhataas ar wazed, haga grougas anezho. Ofiserien bolis a gemeras perzh.
Strange Fruit
Brudet e voe skeudennoù linchidigezh Thomas Shipp hag Abram Smith, hag ouzh o gwelout e voe savet ur varzhoneg gant Abel Meeropol, ur skolaer eus New Yor, e 1937.
Eus ar varzhoneg e voe graet ur ganaouenn hag a voe kanet gant Billie Holiday ha brudet adalek 1939.
- Strange Fruit
- Southern trees bear strange fruit,
- Blood on the leaves and blood at the root,
- Black body swinging in the Southern breeze,
- Strange fruit hanging from the poplar trees.
- Pastoral scene of the gallant South,
- The bulging eyes and the twisted mouth,
- Scent of magnolia sweet and fresh,
- Then the sudden smell of burning flesh!
- Here is fruit for the crows to pluck,
- For the rain to gather, for the wind to suck,
- For the sun to rot, for the trees to drop,
- Here is a strange and bitter crop.
Notennoù
- ↑ Pennad diwar-benn al linchañ er Stadoù Unanet (pennad e saozneg)
Lennadurezh
- An American Dilemma, gant Gunnar Myrdal (Harper and Brothers, 1944);
- A Time of Terror: A Survivor’s Story, gant Dr. James Cameron (Black Classics Press, 1982). This book has an account of this lynching, by the man who escaped.
- Lynching in the Heartland , gant James Madison (St. Martin’s Press, 2000) ISBN 0-312-23902-5.
- Without Sanctuary: Lynching Photography in America, gant James Allen, Hilton Als, et al. (Twin Palms Publishers, 2000).
- The God Moment , gant Alan D. Wright