Jakez Karter : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 83: Linenn 83:
[[sr:Жак Картије]]
[[sr:Жак Картије]]
[[sv:Jacques Cartier]]
[[sv:Jacques Cartier]]
[[th:ชาก การ์ติเยร์]]
[[th:ชาก การ์ตีเย]]
[[tl:Jacques Cartier]]
[[tl:Jacques Cartier]]
[[tr:Jacques Cartier]]
[[tr:Jacques Cartier]]

Stumm eus an 25 Eos 2006 da 15:17

Patrom:Peurunvan

Jakez Karter (poltred livet gant un arzour rusian e 1839)

Jakez Karter (31 a viz Kerzu 1491 - 19 a viz Genver 1557), pe Jacques Cartier evel ma reer anezhañ e galleg, a oa ur moraer eus Sant-Maloù a seller outañ evel unan eus ergerzherien vras reter Kanada.

En ur familh moraerien binvidik e oa bet ganet Jakez Karter e 1491. Dimeziñ a reas gant ur vaouez uhel he renkad, Catherine des Granches, a oa meur a lestr gant he zad.

Ne ouzer ket kalz tra diwar-benn temz-spered Karter, met sklaer eo e oa ur moraer barrek. Teir beaj a reas, mont ha dont, betek Kanada, dre vorioù dianav dezhañ ha dañjerus hep koll lestr ebet na martolod ebet estreget ar re a varvas gant ar c’hleñved. Neuze e c’heller lavaret e oa ur moraer eus an akuitañ, evit an amzer-se.

Ar veaj kentañ, 1534

Dibabet e voe gant roue Bro-C’hall, Frañsez Iañ, da vont da welet an "inizi hag an douaroù a lavarer ez eus enno kalz a aour ha madoù prizius all" (certaines îles et pays où l'on dit qu'il se doit trouver grande quantité d'or et autres riches choses). Kuitaat a reas Sant-Maloù e 1534 da glask kavout un hent eus tu ar gwalarn da vont betek Azia. D’an 10 a viz Mae en em gavas, goude bezañ treuzet ar Meurvor Atlantel, war aodoù An Douar-Nevez. Goude se en em gavas en inizi all reter Kanada. Kenwerzh a reas gant Indianed. Pa gavas ar stêr Sant-Laorañs e soñjas e oa aze an hent da vont da Azia.

Douarañ a reas er pezh zo anvet bremañ Gaspé, e Kebek. Eno e savas ur groaz ha disklêriañ e reas e oa an douar-se da roue Bro-C’hall. E-pad e veaj e sammas gantañ daou eus mibien penn ur meuriad Indianed Donnacona, hag o c’has gantañ en-dro da Europa.

An eil beaj, 1535-1536

Er bloavezh war-lerc’h, d’an 19 a viz Mae, e kemeras penn an hent adarre da vont da hanternoz Amerika. Ar wech-mañ e oa gantañ 3 lestr, 110 martolod hag an daou Indian yaouank. Mont a reas pelloc’h en aber ar stêr Sant-Laorañs ha douarañ a reas en ur geriadenn indian anvet Stadacona (zo deuet da vezañ kêr Kebek hiziv). Eno e voe adkavet e zaou vab gant ar penn meuriad Donnacona. Gant unan eus e listri ez eas Karter pelloc’h en aber ha tizhout ur gêriadenn all anvet Hochelaga (Montréal hiziv), d’an 2 a viz Here. Eno en em vodas tremen mil Indian da zont da welet an Europiz. El lec’h-se end-eeun ez eus bremañ ur pont anvet pont Jakez Karter. Goude bezañ tremenet daou zevezh gant Indianed Hochelaga e tistroas Jakez Karter da Stadacona. Divizout a reas tremen ar goañvezh eno, rak diwezhat e oa evit distreiñ da Europa. Savet e voe ur c’hreñvlec’h ganto ha lakaat a rejont boued a-gostez evit ar goañv. E-pad ar goañvezh-se e talc’has Karter un doare deizlevr, ma skrive kement tra a wele, doareoù bevañ an Indianed hag all.

Etre miz Du 1535 ha miz Ebrel 1536 e voe skornet an dour er stêr hag al listri ne c’hellent ket fiñval alese. Ouzhpenn se e voe klañv tud Karter gant ar skorbud. Skrivañ a reas Karter en e zeizlevr, e miz C’hwevrer, ne oa ket dek den, diwar ar 110 a oa ac'hanomp, a oa yac’h a-walc’h da sikour ar re all. Klañv e oa an Indianed ivez, met digant unan anezho, Domagaya, unan eus an daou baotr yaouank a oa bet kaset gantañ da Vro-C’hall e klevas Karter e oa tu da bareañ gant dour diwar rusk ur seurt gwez a gaved tro-dro. Moarvat ez eo a-drugarez Domagaya hag e alioù e chomas bev 85 martolod e dibenn ar goañv.

E miz Mae 1536 e voe prest Karter da zistreiñ da Europa. Divizout a reas kas gantañ Donnacona, ar penn meuriad, evit ma kontfe eñ e-unan an doare eus ar vro, pelloc’h en hanternoz, a vije stank enni an aour hag ar madoù prizius all. Teir sizhun e voent war vor ha degouezhout e Sant-Maloù en-dro d’ar 15 a viz Gouere 1536.

Pevarzek miz e oa padet eil beaj Jakez Karter. Gouiziegezh en doa dastumet diwar-benn ar vro, he danvez, he madoù, ha pa vijent c’hwezhet pe dreistprizet gantañ a-wechoù. Klasket en doa kaout darempred gant an Indianed. Peadra evit ma c’hellfe ar C’hallaoued en em staliañ da vat eno.

An trede beaj, 1541-1542

D’an 23 a viz Mae 1541 e loc’has Jakez Karter adarre evit e drede beaj, gant pemp lestr. Ar wech-mañ ne glaske ket mui an tremen da vont betek Sina met klask a rae tizhout ar broioù pinvidik en doa klevet komz diwar o fenn hag en em ziazeañ da vat war ribloù ar stêr Sant-Laorañs.

Erruout a reas e Stadacona d’an 23 a viz Eost. En em staliañ a reas un tammig uheloc’h en aber, ha dilestrañ a reas an drevadennerien a oa deuet gantañ gant o chatal hag o holl vinvioù. Savet e voe ur c’hreñvlec’h, anvet Charlesbourg Royal, ha kroget da labourat an douar. An dud a zastumas mein, pa gave dezho e oant mein prizius (kouarz kammgemeret evit diamant…). Daou lestr a zistroas da Europa, d’an 2 a viz Gwengolo, gant ar mein didalvoud-se.

Jakez Karter, diouzh e du, a yeas pelloc’h gant listri all, da glask bro "Saguenay", ar vro binvidik a oa bet deskrivet dezhañ gant ar penn meuriad Donnacona. Met ne c’hellas ket mont pelloc’h eget Hochelaga, abalamour d’an amzer fall. Distreiñ a reas da Charlesbourg Royal. Eno ne oa ket gwall vat an darempred ken etre an Indianed hag annezidi ar c’hreñvlec’h. Nebeut a dra a ouzomp eus an doare ma tremenas ar goañvezh 1541-1542. War a seblant e voe taget ar c’hreñvlec’h gant an Indianed. Ar skorbud a rae e reuz en-dro ha daoust d’al louzoù a oa anavezet ganto bremañ e varvas lod eus an drevadennerien. Lakaet e voe an holl da lestrañ war an tri lestr a chome e miz Mezheven 1542 hag erruout a rejont en Europa e miz Here. Beaj diwezhañ Jakez Karter e oa bet.

Tremenvezh a reas ar peurrest eus e vuhez en e gêr c’henidik, Sant-Maloù. Mervel a reas d’ar 1añ a viz Gwengolo 1557. D’ar mare-se ne oa diazezet Europad ebet c’hoazh e Kanada. Ret e voe gortoz beaj Samuel de Champlain, e 1608.

Levrlennadurezh

  • Lestr Jakez Karter, gant Dan Lailler, embannet gant An Here
  • Jakez Karter, gant Loeiz Andouard, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh