Kaozeal:Jakez Karter
en em goulenn a ran perak e oa "troet" an anv familh Jacques Cartier ? ha perak ne oa ket troet Samuel de Champlain gant Samuel parkleun (pe parkoùleun ;-))) ??
an dra-se a zo iskis a walc'h !! ne vez ket graet gant "Georges Buisson" evit Georges Bush e galleg !!
ha ma wellit al liammoù etrewiki, n'eus nemet e brezhoneg ma 'zo bet "troet" an anv (evit ar yezhoù gant ul lizherenneg roman eveljust)
--Paotr 5 Kzu 2005 da 20:41 (UTC)
n'eo ket evit ar pennad-mañ eo bet "troet" an anv. Ur stumm brezhonek a gaver er skridoù (levrioù Loeiz Andouard ha Dan Lailler da skouer) evit anv ar moraer-mañ a oa genidik eus Breizh... N'eo ket souezh e vije ur stumm brezhonek gantañ. Ha n'eo ket souezh e vije implijet ar stumm gallek gant an darn vrasañ eus ar yezhoù all ! --Llydawr 5 Kzu 2005 da 21:12 (UTC)
- Ya, hag ul levr e brezhoneg zo bet embannet diwar e benn gant an Here, anvet Jakez Karter, just a-walc'h. Fulup