Diablo (c'hoari) : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Diablo adkaset da Diablo (c'hoari): Traoù all 'zo anvet Diablo :) |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 28 Her 2009 da 14:39
Diablo | |
---|---|
Embanner | Windows, Mac NA Blizzard Entertainment EU Ubisoft PlayStation NA / EU Electronic Arts JP Electronic Arts Victor |
Diorroer | Blizzard North |
Aozer | Blizzard North |
Stumm | 1.09 |
Rummad | Hack 'n Slash |
Doare ar c'hoari | Ur c'hoarier pe muioc'h war Internet pe e LAN |
Mekanikoù | Windows, Mac OS, PlaySation |
Media | CD-ROM |
Kefluniadur | Windows Windows 95 pe muioc'h, 60 MHz Pentium pe muioc'h, 8 MB RAM (16 MB evit al liesc'hoarier), kartenn grafek SVGA, 2X lenner CD-ROM Mac OS Power Macintosh, 8 MB RAM, Reizhad 7.5 pe muioc'h, 2X lenner CD-ROM |
Kontroll | Touchennaoueg, Logodenn, lanker PlayStation. |
Diablo a zo ur c'hoari video , doare hack’n slash, embannet gant Blizzard Entertainment e 1997.
Endro ar c'hoari
Diablo a zo anv unan eus tri diaoul pennañ an ifern.
Tremen a ra an istor e kêriadenn Tristram, kerbenn Khanduras, en ur bed anvet Sanctuary.
Ur c'hantved a zo hepken hag e oa Diablo hag e vreudeur (Mephisto ha Baal) o ren war ar bed a-bezh, diwar ar spouron hag an distruj. Evit o paouez e teuio a-benn ur meuriad strobineller (an Horadrim) hag un arc'hael (Tyrael) da vac'hañ an erevent-se e meinoù-ene.
Ar tri mein-se a zo bet kuzhet e kastelloù Horadrim.
An amzer a dremen, aet eo a-wel meuriad an Horadrim, ha dilezet o c'hastelloù, rivinet fonnus gant red an amzer.
Diwar lec'hienn mein-ene Diablo en em sav un iliz (Tristram), ha tro-dro dezhi e em sav ur gêriadenn. Homañ a vo dibabet goude gant roue Khanduras (Leoric) evit sevel e gêrbenn.
Ur strobillener kozh eus an Horadrim (Deckard Cain)a zo o chom eno.
Diwar kemennadenn ar roue Leoric e vo graet enklaskoù war al lec'h gant ar strobineller Lazarus. Kavout a raio mein-ene Diablo, ha lovret e vo gant e c'halloud. Lazarus a implijo hud ar mein evit lakaat ar roue da dreiñ sot. Hemañ a grogo da ziskleriañ ar brezel d'an holl vroioù.
Profitañ a raio Lazarus eus ar brezelioù liesseurt evit skrapañ mab ar roue ; Albrecht. Bac'het e vo isdouarel. Ar roue, o tistreiñ eus brezelioù drastus, a glasko adtapout e vab gant ar pezh a chome eus e arme... Koll a raio e soudarded diwezhañ eno.
Hiziv an deiz ez eus erruet euzhviled liesseurt e diabarzh an douar. An "avanturiers" a ya paotoc'h-paotañ evit klask o lazhañ. Ar c'hoarier a zo unan eus ar re-se...