Faidra : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
[[Image:Alexandre Cabanel - Phèdre.jpg|thumb|right|300px|''Faedra'', livet gant [[Alexandre Cabanel]].]] |
[[Image:Alexandre Cabanel - Phèdre.jpg|thumb|right|300px|''Faedra'', livet gant [[Alexandre Cabanel]].]] |
||
'''Faidra''' pe '''Faedra''' (Φαίδρα |
'''Faidra''' pe '''Faedra''' (Φαίδρα / ''Phaídra'' e [[gregach]]) a oa [[merc'h]] da [[Minos|Vinos]], roue [[Kreta]], ha da [[Pasifae|Basifae]], ha c'hoar da [[Ariadne]], [[Deukalion]], ha [[Glaukos]]. |
||
Dimeziñ a reas da [[Teseüs|Deseüs]], roue Aten, en devoa dilezet he c'hoar Ariadne. |
Dimeziñ a reas da [[Teseüs|Deseüs]], roue Aten, en devoa dilezet he c'hoar Ariadne. |
Stumm eus an 8 Her 2009 da 04:18
Faidra pe Faedra (Φαίδρα / Phaídra e gregach) a oa merc'h da Vinos, roue Kreta, ha da Basifae, ha c'hoar da Ariadne, Deukalion, ha Glaukos.
Dimeziñ a reas da Deseüs, roue Aten, en devoa dilezet he c'hoar Ariadne.
Neuze ec'h orgedas ouzh he lezvab Hippolite, a oa mab da Deseüs ha da Antiope, rouanez an Amazonezed. Ur gabestrenn he doe digantañ, ma klaskas ober un dro lous dezhañ. Tamall a reas anezhañ da vezañ klasket he gwallañ.
Ha Teseüs, savet konnar ennañ, a c'houlennas digant Poseidon, a dlee tri gouestl dezhañ, teurel e vallozh war e vab. Neuze, p'edo ar paotr yaouank gant e garr hag e kezeg, e tirollas an anevaled, hag e voe flastret ar paotr gant e garr. En em lazhañ a reas Faedra gant ar glac'har hag ar morc'hed.
Lennegezh
Kontet eo bet an istor gant Euripides, en un doare un tamm disheñvel en e bezh Hippolite a zoug ar gurunenn. Awenet eo bet ivez Seneca hag ar Gall Jean Racine gant ar vojenn.
Sources
- Patrom:ApoBib (III, 1, 2), Patrom:ApoÉpi (I, 17-18).
- Patrom:DioBib (IV, 28 et suiv. ; IV, 62, 3).
- Patrom:EurHip.
- Patrom:HomOdy (XI, 321).
- Patrom:HygFab (XLIII ; CCXLIII).
- Patrom:NonDio (XLVIII, 536).
- Patrom:PauDes (I, 22, 1).
- Patrom:VirÉné (VI, 445).