Wiski : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: cy:Wisgi |
D Robot ouzhpennet: is:Viskí |
||
Linenn 51: | Linenn 51: | ||
[[id:Wiski]] |
[[id:Wiski]] |
||
[[io:Wiskio]] |
[[io:Wiskio]] |
||
[[is:Viskí]] |
|||
[[it:Whisky]] |
[[it:Whisky]] |
||
[[ja:ウイスキー]] |
[[ja:ウイスキー]] |
Stumm eus an 23 Mae 2009 da 11:35
Ar wiski (pe whisky pe whiskey hervez ar saoznegerien) zo un evaj, pe died, graet diwar strilhañ heizkellidet, a-wechoù segal, kerc'h pe mais.
Tabut a vez etre Iwerzhoniz ha Skosiz da c'houzout gant pehini eus an div bobl eo bet ijinet an died. Graet e vez wiski e SUA, e Kanada, hag e Japan, e Kembre , hag e Breizh ivez.
Peurvuiañ e vez kavet an anv whisky war ar boutailhoù ha n'eus nemet Iwerzhoniz ha Stadunaniz a skriv Whiskey. Met n'eo ket un anv saoznek a orin.
Gerdarzh
Wiski a zo ur ger a deu eus ar gouezeleg, skrivet uisce beatha en iwerzhoneg, hag uisge beatha e skoseg, savet diwar uisce, "dour", ha beatha, "buhez". Neuze eo un droidigezh eus ar gerioù latin aqua vītae, a gaver ivez en aquavit Danmark, un anv meneget adalek ar XIVvet kantved. Skrivet eo bet usquebea (1706) hag iskie bae (1583) ivez.