Erwan Kervella : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Skeudenn:Erwan_Kervella_10.jpg|thumb|150px|right|Erwan Kervella]] |
[[Skeudenn:Erwan_Kervella_10.jpg|thumb|150px|right|Erwan Kervella]] |
||
Mab |
Mab henañ [[Frañsez Kervella]] hag [[Ivet an Dred]] e oa ha ganet eo e 1949. |
||
Skolaer [[Diwan]]. Ludresour ha fentigeller er gelaouenn [[Yod-Kerc'h]]. |
|||
Kroget e oa pa bihanik c'hoazh ea skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. Treset en deus bandennoù-treset. |
Kroget e oa pa bihanik c'hoazh ea skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. Treset en deus bandennoù-treset. |
Stumm eus an 23 Gen 2009 da 10:43
Mab henañ Frañsez Kervella hag Ivet an Dred e oa ha ganet eo e 1949.
Skolaer Diwan. Ludresour ha fentigeller er gelaouenn Yod-Kerc'h.
Kroget e oa pa bihanik c'hoazh ea skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. Treset en deus bandennoù-treset.
Bet eo bet meur a wech o pourmen en Iwerzhon hag e Kembre, alies evel blenier Alan Stivell en e droiadoù. E kembre, e reas anaoudegezh gant ur c'haner brudet eno, Meic Stevens.
Bet eo bet unan eus kentañ skolaerien Skolioù Diwan ha bet eo skolaer e Lannuon etre 1978 ha 1980.
Embannet eo bet e skridoù ur bloaz goude e e varv e 1984.
Skridoù
- Yud,
- Kala-Mae, kenlabour gant Tudual Huon.
Barzhoneg
Yud (1973)
Skrivañ 'raen va anv
gant lizherennoù ar soubenn
war vord feilhañs un asied dantet
Mirout 'raen gwerzennoù diheson
en ur c'haier-skol glas
breset ha prizius
Pegañ 'raen war mogerioù va c'hambr
skeudennoù divlaz ha koll-o-liv
broioù kevrinus
Tresañ 'raen en traezh
d'ar skreved da c'hoarzhin
enkrezioù disouezhet
Engravañ 'raen er c'hoad tener
gant ur gontell laeret
karantezioù dispi
Livañ 'raen war dremmwelioù louet
ar baradoz arnevez
trelat va dic'hoanag
Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on skuizh
Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on da greviñ
Liamm
[1] Ur ganaouenn savet gant Mike Stevens ha kanet gant gant Meinir Gwilym.