Ivetig an Dred-Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7: Linenn 7:


===Familh===
===Familh===
Desket ganti brezhoneg er gêr gant he zud, ez eo Ivetig an Dred merc'h henañ ur familh a seizh bugel. Marc'hadour krec'hen a oa he zad. E 1947, e timezas gant Frañsez Kervella, skrivagner ha yezhadurour brudet ar brezhoneg, anvet ivez dre an anv-pluenn [[Kenan Kongar]]. Asambles o deus strivet da gas war-raok ar brezhoneg. Pevar bugel o deus bet asambles, [[Riwanon Kervella|Riwanon]], hag a ra war-dro ''Skol Ober'' ha bet roet dezhi [[Kolier an Erminig]] e 1999, [[Divi Kervella|Divi]], a ra war-dro an embann brezhonek evit [[mouladurioù Hor Yezh]], un eil merc'h, [[Anna Kervella|Anna]] hag a ra war-dro abadennoù brezhonek war [[FR 3]] hag Erwan, he mab henañ, treser fentus ha barzh, bet ivez unan eus skolaerien gentañ Diwan, marvet e 1984 da bemp bloaz ha tregont.
Desket ganti brezhoneg er gêr gant he zud, ez eo Ivetig an Dred merc'h henañ ur familh a seizh bugel. Marc'hadour krec'hen a oa he zad. E 1947, e timezas gant Frañsez Kervella, skrivagner ha yezhadurour brudet ar brezhoneg, anvet ivez dre an anv-pluenn [[Kenan Kongar]]. Asambles o deus strivet da gas war-raok ar brezhoneg. Pevar bugel o deus bet asambles, [[Riwanon Kervella|Riwanon]], hag a ra war-dro ''Skol Ober'' ha bet roet dezhi [[Kolier an Erminig]] e 1999, [[Divi Kervella|Divi]], a ra war-dro an embann brezhonek evit [[mouladurioù Hor Yezh]], un eil merc'h, [[Anna Kervella|Anna]] hag a ra war-dro abadennoù brezhonek war [[FR 3]] hag [[Erwan Kervella|Erwan]], he mab henañ, treser fentus ha barzh, bet ivez unan eus skolaerien gentañ Diwan, marvet e 1984 da bemp bloaz ha tregont.


===Sonjoù===
===Sonjoù===

Stumm eus an 7 Gen 2009 da 08:01

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ivetig an Dred a zo ur skrivagnerez vrezhonek ganet e parrez Langoad, Treger, er bloaz 1922. Pried hag intañvez Frañsez Kervella eo, Ivetig an Dred, Yvette Le Dret en ti-kêr, a zo hec'h anv plac'h yaouank.

Buhez

Tapet he deus diplom war ar studioù keltiek e Skol-veur Roazhon-2 ha war ar vicher kelennerez ha difazierez war ar brezhoneg e Skol Ober, ur skol da zeskiñ brezhoneg emañ Ivetig an Dred enni abaoe 1972 o tifaziañ. Bet he deus bet betek 30 skoliad war un dro, ul labour hirbadus a-youl-vat. N'he doa ket bet soñjet skrivañ drezi hec'h-unan, met dre ma oa brezhonegerez a-vihanik e oa bet goulennnet ganti mont d'ober kaozeadennoù e Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerien, KEAV, ur c'hamp a vez anezhañ c'hoazh bep bloaz hag a zegemer bep hañv studierien war ar brezhoneg c'hoant ganto en em soubañ er yezh. Da vare he yaouankiz, e oa an tier-embann Barr-heol hag Al Liamm o klask lakaat merc'hed da skrivañ. Setu m'he deus lakaet he c'haozeadennoù dre skrid. Skignet int bet ivez war Radio Kimerc'h, renet gant Charlez Ar Gall.

Familh

Desket ganti brezhoneg er gêr gant he zud, ez eo Ivetig an Dred merc'h henañ ur familh a seizh bugel. Marc'hadour krec'hen a oa he zad. E 1947, e timezas gant Frañsez Kervella, skrivagner ha yezhadurour brudet ar brezhoneg, anvet ivez dre an anv-pluenn Kenan Kongar. Asambles o deus strivet da gas war-raok ar brezhoneg. Pevar bugel o deus bet asambles, Riwanon, hag a ra war-dro Skol Ober ha bet roet dezhi Kolier an Erminig e 1999, Divi, a ra war-dro an embann brezhonek evit mouladurioù Hor Yezh, un eil merc'h, Anna hag a ra war-dro abadennoù brezhonek war FR 3 hag Erwan, he mab henañ, treser fentus ha barzh, bet ivez unan eus skolaerien gentañ Diwan, marvet e 1984 da bemp bloaz ha tregont.

Sonjoù

Hervez testeni Daniel Giraudon, Ivetig an Dred a zo ur vaouez eurus ha leun a startijenn, a vousc'hoarzh kalz hag a lavar he soñj, ha prest dalc'hmat da reiñ sikour d'ar re a deu da welout anezhi evit he gouiziegezh.

Oberennoù

Ul levr :

  • War ar gegin ha war an daol, levr keginañ aozet gant Ivetig an Dred, embannet e ti BARR-HEOL e 1975.
  • Pennadoù bet embannet gant Ivetig an Dred met gant an anv-pluenn Soaz an Tieg, e ti embann Al Liamm :
    • ▪ « Gozed hag gaozeterien » (n.222-1984)
    • ▪Ar varzhoneg « Hañvig gouel Mikel e Tintagel » -n.240)
    • ▪ « Micher : difazierez » (n.284-285 diwar-benn he labour evit kentelioù SKOL OBER)
    • ▪ « Deomp 'ta d'ober tro al liorzh » (n.281)
    • ▪ « Ur Yaouvezh e ti an avel lour » (n.308-9- 1965-1998)
    • ▪ « Koñtañsa ar merer hag ograoù Lanvaeleg »(n.310- 1998)
    • ▪ Gant e anv gwir, Ivetig an Dred, he deus savet ur pennad en enor d'ur vignonez aet d'an anaon « Itron Galbrun-Iona »( 1940-1985-n.233)