Stalinouriezh : diforc'h etre ar stummoù
Fulup (kaozeal | degasadennoù) D un nebeud vioù koukoug |
D robot Ajoute: es, it, ja |
||
Linenn 42: | Linenn 42: | ||
*[http://www.marxists.org/reference/archive/stalin/index.htm] Oberennoù Stalin |
*[http://www.marxists.org/reference/archive/stalin/index.htm] Oberennoù Stalin |
||
*[http://www.plp.org/books/Stalin/book.htmlAnother] Ul levr o tifenn Stalin gant Ludo Martens (e saozneg) |
*[http://www.plp.org/books/Stalin/book.htmlAnother] Ul levr o tifenn Stalin gant Ludo Martens (e saozneg) |
||
[[da:Stalinisme]] |
[[da:Stalinisme]] |
||
Linenn 48: | Linenn 47: | ||
[[en:Stalinism]] |
[[en:Stalinism]] |
||
[[eo:Stalinismo]] |
[[eo:Stalinismo]] |
||
[[es:Estalinismo]] |
|||
[[et:Stalinism]] |
[[et:Stalinism]] |
||
[[fi:Stalinismi]] |
[[fi:Stalinismi]] |
||
[[fr:Stalinisme]] |
[[fr:Stalinisme]] |
||
[[it:Stalinismo]] |
|||
[[ja:スターリニズム]] |
|||
[[nl:Stalinisme]] |
[[nl:Stalinisme]] |
||
⚫ | |||
[[nn:Stalinisme]] |
[[nn:Stalinisme]] |
||
⚫ | |||
[[pl:Stalinizm]] |
[[pl:Stalinizm]] |
||
[[pt:Stalinismo]] |
[[pt:Stalinismo]] |
||
[[ro: |
[[ro:Stalinism]] |
||
[[sv:Stalinism]] |
[[sv:Stalinism]] |
||
[[zh:斯大林主义]] |
|||
[[zh:斯大林主义]] |
Stumm eus an 15 Meu 2006 da 07:14
Kentoc'h evit un ideologiezh politikel ez eo ar 'stalinouriezh an doare da lakaat e pleutr ar varksouriezh-leninouriezh bet diorroet gant Stalin d'ar mare m'e oa e penn an Unvaniezh Soviedel.
Abalamour da se neuze e c'heller kompren ez eo hennezh un termen a vez implijet dreist-holl gant ar re (komunourion pe get) n'emaint ket a-du gant ar varksouriezh-leninouriezh evit deskrivañ ar re a gred ne reas Stalin nemet chom feal d'al linenn bolitikel bet ijinet ha diorroet gant Marx ha Lenin. Un diforc'h a zo avat etre ar varksourion-leninourion a savas a-du gant politikerezh Mao Zedong diouzh un tu hag ar re a savas a-du gant hini Enver Hoxha goude an disparti politikel etre Republik Poblek Sina hag Albania hag a-wechoù e vez implijet an termen stalinour evit ober dave d'an eil re.
Evit ar stalinourion e oa Stalin gwir hêr Lenin hag e chomas feal d'al linenn politikel bet diorroet gantañ. Gant an drotskourion avat, a sav a-enep groñs d'ar stalinouriezh, e oa Trotski a hini a ranke mont da benn ar Strollad Komunour goude marv Stalin. Enebiezh vras ez eus bet - hag ez eus c'hoazh - etre ar stalinourion hag an drotskourion diouzh un tu ha war-lerc'h etre ar stalinourion e-keñver an eurogomunouriezh hag an adwelouriezh.
E tezennoù pennañ ar stalinouriezh e kaver:
- Ar sokialouriezh en ur vro nemetken. Da lâret eo e kred ar stalinourion ez eo posubl sevel ar sokialouriezh a vro da vro hep rankout gortoz ma vefe bet kaset da benn an dispac'h dre ar bed-holl. Ar c'hontrol-mik eo an dezenn-mañ diouzh tezenn an dispac'h diehan kelennet gant Trotski.
- An dezenn hervezi e vez kreñvaet ar strourm etre ar renkadoù kevredel e-kerzh mare ar sokialouriezh. Da lâret eo eo ret kenderc'hel gant ur bolitikerezh dispac'hel keit ha m'emeur o sevel ar sokialouriezh en ur vro bennaket hag a-raok tizout live ar gomunouriezh er bed-holl.
Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en Unvaniezh Soviedel er bloavezhioù 20 ha 30. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an houarn hag ar glaou.
Dindan beli Stalin e ranker anzav e voe tapet ul live armerzhel ha skiantel kevatal da hini broioù diorroet Europa gant an Unvaniezh Soviedel dindan 30 vloaz, o c'hoût e oa anezhi ur vro gladdalc'het penn-da-benn da vare an Dispac'h.
Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an XXvet kantved meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en Unvaniezh Soviedel evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al leninouriezh da gentañ ha war ar stalinouriezh war-lerc'h.
Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour Nikita C'hrouchtchof hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da distalinikaat ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.
Dre ar bed a-bezh, neuze, an darn vrasañ eus ar strolladoù komunour bet feal da bolitikerezh Stalin a chomas feal ivez d'an Unvaniezh Soviedel dindan beli C'hrouchtchof o vont war hent an eurogomunouriezh hag o leuskel war lerc'h diazennoù ar varksouriezh-leninouriezh.
Republik Poblek Sina avat a savas a-nep da bolitikerezh adwelour o kenderc'hel da zifenn ar varksouriezh-leninouriezh hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar vaoouriezh da ideologiezh ofisiel Sina e lec'h ar varksouriezh-leninouriezh-rik e savas Enver Hoxha a-enep dezhañ. Ur renad stalinour-rik e oa hini Albania neuze.
Gwelet ivez