Fañch Elies Abeozen : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 8: | Linenn 8: | ||
==Lennadurezh== |
==Lennadurezh== |
||
===E oberenn lennegel=== |
===E oberenn lennegel=== |
||
[[Skeudenn:Pirkalago.jpg |
[[Skeudenn:Pirkalago.jpg|right|thumb]] |
||
*Marvailhoù loened, [[Skridoù Breizh]], 1943. [[Kontadenn]]où. |
*Marvailhoù loened, [[Skridoù Breizh]], 1943. [[Kontadenn]]où. |
||
*Hervelina Geraouell. [[Skridoù Breizh]], 1943. Ademb. [[Mouladurioù Hor Yezh]], 1988. Romant |
*Hervelina Geraouell. [[Skridoù Breizh]], 1943. Ademb. [[Mouladurioù Hor Yezh]], 1988. Romant |
Stumm eus an 26 Mez 2008 da 09:08
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur skrivagner brezhonek eo Fañch Elies (Jean-François-Marie Éliès), anavezetoc'h dre e anv-pluenn Abeozen. Ganet eo bet en Dre Nevez d'an 22 a viz C'hwevrer 1896 ha marvet er Baol-Skoubleg d'an 3 a viz Mezheven 1963. Ur yezhoniour hag ul lennegour brezhonek eo bet, met sevel a reas ouzhpenn un nebeud oberennoù lennegel (ur pezh-c'hoari, barzhonegoù, danevelloù ha romantoù), yezhadur ar brezhoneg krenn, istor al lennegezh vrezhonek, dastumadoù ha labourat a reas ivez war ar c'hembraeg. Troet en deus ar Mabinogion (ar Mabinogi e brezhoneg).
Buhez
Mont a reas da skol ar Frered da Landivizio e-lec'h ma kelenne Klaoda ar Prat hag emañ eo a reas ur broadelour eus outañ. Pa oa en e soñj mont da veleg ez eas da gloerdi Kemper eus 1907 da 1914. Kaset da soudard e voe gloazet gant ar gazoù ha tapañ a reas ur yec'hed fall diwarno. Goude ar brezel ez eas da Bariz evit tapout un aotreegezh. Kelenner e voe e Dinan ha Sant-Brieg a-raok mont da Roazhon da gelenn el lise ha da studiañ er skol-veur war ar memes tro.
Lennadurezh
E oberenn lennegel
- Marvailhoù loened, Skridoù Breizh, 1943. Kontadennoù.
- Hervelina Geraouell. Skridoù Breizh, 1943. Ademb. Mouladurioù Hor Yezh, 1988. Romant
- Argantael. Al Liamm, 1989. Romant
- Bisousig, kazh an tevenn. Al Liamm, 1954. Ademb. An Here-Al Liamm, 1987.
- Dremm an Ankou, Skridoù Breizh
- Pirc'hirin Kala-goañv, danevelloù, Al Liamm
- Kan ar spered hag ar galon, barzhonegoù ha kanaouennoù. Hor Yezh.
Studi al lennegezh
- Ar Mabinogion, Preder.
- Damskeud eus hol lennegezh kozh, Al Liamm.
- Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, Al Liamm, 1957
- Barzhaz (dibab barzhonegoù skrivagnerien rakwalarnek)
- En ur lenn Barzhaz Breizh, Preder.
Studi ar yezh
- Yezadur ar brezoneg krenn
- Skridou brezonek krenn
- Geriadurig brezoneg krenn
- Alc'houez berr ar c'hembraeg.