Constantius II : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: tl:Constantius II |
|||
Linenn 36: | Linenn 36: | ||
{{Link FA|it}} |
{{Link FA|it}} |
||
[[ar:قنسطانطيوس الثاني]] |
[[ar:قنسطانطيوس الثاني]] |
||
[[bg:Констанций II]] |
[[bg:Констанций II]] |
||
Linenn 68: | Linenn 69: | ||
[[sr:Констанције II]] |
[[sr:Констанције II]] |
||
[[sv:Constantius II]] |
[[sv:Constantius II]] |
||
[[tl:Constantius II]] |
|||
[[tr:II. Constantius]] |
[[tr:II. Constantius]] |
||
[[zh:君士坦提烏斯二世]] |
[[zh:君士坦提烏斯二世]] |
Stumm eus an 13 Mez 2008 da 19:45
Flavius Iulius Constantius, anavezetoc'h evel Constantius II, (7 a viz Eost 317 - 5 a viz Here 361) a voe Impalaer Roman (337 - 361) eus Tiegezh ar Gonstantined.
Arabat meskañ e anv gant Constans , a voe impalaer gantañ.
E vuhez
Eil mab Constantinus I ha Fausta e oa . Ganet e oa e Sirmium (en Illyricum), hag anvet e voe da Gaesar gant e dad. Teir gwech e voe dimezet: d'ur verc'h da Julius Constantius da gentañ, da Eusebia da eil, da Faustina da drede. Ur verc'h o doe, Constantia, a zimezas gant an Impalaer Gratianus. Pa varvas e dad Constantinus e 337, e voe lazhadeg, kaset en-dro gant Constantius. Graet e voe o stal d'ar gerent deuet eus eil dimeziñ e dad-kozh Constantius Chlorus gant Theodora, ha ne chomas ken nemet e vreur henañ Constantinus II, hag e vreur all Constans, ha daou genderv (Gallus hag e hantervreur Juluan) evel paotred. En em glevout a reas an tri breur da rannaén an Impalaeriezh etrezo, hervez youl o zad. Da g-Constantinus II Britannia, Galia hag Hispania; da g-Constans Italia, Africa, hag Illyricum; ha da g-Constantius ar Reter .
Savet da Caesar (= eil impalaer), d'an 8 a viz Du 324.
Anavezhet Augustus (= impalaer)d'an 9 gwengolo 337.