Gizah : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Robot kemmet: ar:مدينة الجيزة |
||
Linenn 51: | Linenn 51: | ||
[[Rummad:Douaroniezh Egipt]] |
[[Rummad:Douaroniezh Egipt]] |
||
[[ar: |
[[ar:مدينة الجيزة]] |
||
[[bs:Giza]] |
[[bs:Giza]] |
||
[[ca:Gizeh]] |
[[ca:Gizeh]] |
Stumm eus an 20 Meu 2008 da 01:12
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
---|
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
Gizah, en arabeg الجيزة (al-Gizah en Egipt, al-Jizah e lec'h all), a reer eus ur gêr eus Egipt lec'hiet war glann gleiz an Nil adal da gêr kozh Kaero.
Brudet eo Gizah er bed a-bezh abalamour da biramidennoù bras, C'houfou[1], C'hefren ha Mikerinos, hag eus Sfiñs, testenioù eus sevenadurezh Henegipt, war ur bladenn, un nebeud kilometradoù diouzh kêr.
E-harz ar piramidennoù an hini en dije distaget Napoleon Bonaparte ar bommm brudet : "Soudarded, ho pezet soñj ez eus daou-ugent kantved o sellet ouzoc'h, diwar lein ar piramidennoù-se".[2], e-pad ergerzhadenn Egipt, d'an 21 a viz Even 1798, a-raok un emgann a-bouez,
Gizah hiziv
Hiziv ez eo Gizah pennlec'h ur broviñs, enni war-dro 2 500 000 annezad[3]. Deuet eo bremañ da vezañ ul lodenn eus meugêr Kaero.
Bered-veur Gizah
Sellet ouzh ar pennad Gizah
Emañ Bered-veur Gizah war ur bladenn, er gouelec'h, 8 km diouzh kreiskêr ha 25 km diouzh Kaero. Eno emañ Piramidenn C'houfou (Anavezet ivez evel ar "Biramidenn vras" ha "Piramidenn C'houfou"); [[Piramidenn C'hefren), un tamm bihanoc'h ; Piramidenn Menkaoura (pe Mikerinos), krenn a-walc'h he ment, asambles gant un niver a savadurioù bihanoc'h anvet "piramidennoù rouanez"; ha Sfiñs Gizah.
Diwar an deir vrasañ, hini C'hefren hepken he deus miret ul lodenn eus he gwiskad orin e maen-raz levnet, tost d'hec'h apex. Seblantout a ra brasoc'h ar biramidenn-se evit hini C'houfou zo en he c'hichen abalamour ma oa bet savet en ul lec'h uheloc'h, ha dre ma'z eo sershoc'h speurennoù ar savadur. E gwirionez ez eo bihanoc'h koulz e-keñver he ment hag he zolzennad.
Bered-Veur Gizah zo bet darempredet abaoe an Henamzer gant beajerien ha touristed, ha brudet e oa er marevezh in Hellenadek pa oa lakaet ar Biramidenn vras war roll seizh marzh ar bed gant Antipater Sidon. Hiziv an deiz ez eo an hini nemetañ eus holl ar marzhoù-se a chom.
Notennoù
- ↑ Khéops e galleg
- ↑ "Soldats, songez que du haut de ces pyramides, quarante siècles vous contemplent."
- ↑ 1 883 189 annezad e niveradeg 1986, 2 221 868 annezad e niveradeg 1996, 2 491 991 annezad a vefe e niveradeg 2007.
Liammoù diavaez
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |